Mont d’an endalc’had

o

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.
Eilstummoù tipografek Gwelet ivez : -o


Brezhoneg

Raganv, ger-perc'hennañ, hag araogenn

Raganv-gour

o

  1. O gwelet a refet war ho hent, — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 90.)

Anv-gwan perc'hennañ

o

  1. Anv-gwan-perc'hennañ an trede gour lies : o bugale, o dor, o mamm,
  2. A c'hoarvez kemmadur dre c'hwezhadenniñ war e lerc'h: o zad, o fenn, o c'hreiz
  3. o-unan,
  4. o-daou, o-div,
  5. o-zri, o-zeir,
  6. o-fevar, o-feder
  7. o-femp,
  8. o-c'hwec'h

Araogenn

o

  1. dirak un anv-verb ha ne grog ket gant ur vogalenn; gwelout oc'h.
    O selaou emaon. O labourat e oant.
  2. Gwelout un den, pe sellout ouzh un den, oc'h ober un dra bennak
  3. Klevout pe selaou un den oc'h ober un dra bennak
  4. Santout un dra oc'h ober un dra bennak
  5. A verk an doare da ober un dra bennak : dre
    O c'hoari buhez fall en devoa kollet e vadoù. — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 1.)
    En em veuzet eo o kouezhañ war he fenn er poull, E-tal ar Poull, YVP
    E vreur a oa bet beuzet o vont d’an Douar Nevez, — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 45.)
    Louiz en deus dic’houzouget e falc’h o troc’hañ raden, — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 110.)
    Oc’h ober lorc’hajoù evel-se he deus fontet he zraoù, — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 163.)
    Petra a c’honezin oc’h ober droug dit ? KAB 1/46
    Ma mab-me en devoa bet ar vedalenn « militaire » ha n’eo ket o chom da sellet en devoa gonezet anezhi, — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 460.)
  6. A verk ar c'houlz ma oa c'hoarvezet un dra bennak


Stummoù rannyezhel