Mont d’an endalc’had

laou

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Etimologiezh

(1499) Louēn er C'hatolikon[1]. Eus ar ger henvrezhonek leu-, kar d'ar gerioù llau e kembraeg ha low e kerneveureg, dezho ar memes ster. Deuet holl eus ur ger keltiek *low-es- a adkaver e bennrann e germaneg, er ger hensaoznek lū-s en deus roet louse e saozneg, hag er ger henuhelalamanek lū-s en deus roet Laus en alamaneg[2].

Anv-kadarn

laou /ˈlɔw/ strollder (unanderenn : laouenn, liester : laouennoù)

  1. (Loenoniezh) Amprevaned a vev e blev an dud, hag a ra vioù anvet nez; arouez ar baourentez (kentoc'h eget hini al loustoni); alies e vez tostaet laou ha c'hwen.

Deveradoù

Troioù-lavar

Krennlavaroù


Troidigezhioù

Gwelet ivez

  • Ar pennad « laou » e-barzh Wikipedia Pennad war Wikipedia

Daveoù

Roll an daveoù :