tennañ
Neuz
Brezhoneg
- Savet diwar « tenn » hag an dibenn-ger « -añ ».
- Meneget er C'hatolikon (tennaff).
- Da geñveriañ gant ar verboù tynnu en kembraeg, tenna en kerneveureg.
Verb
tennañ /ˈtɛnːã/ (displegadur)
- Lemel un dra eus ul lec'h : legumaj (irvin, patatez, potaj) eus an douar, un dant eus ar genoù.
- Tenna dent a vez grêt aman !— (Erwan ar Moal, An “Hini Goz” o vont da denna he foltred, Editions FEIZ HA BREIZ, 1913, p. 7.).
- Pa vezez e-pad an deiz o tenna patatez e vezez brevet. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 65.)
- tennañ un den eus ul lec'h, ur bugel eus ar skol :
- Skornañ a ra va izili. Ma n'am zennit ket ac'han emaon marv a-raok nemeur amañ. — (Yann-Vari Perrot, E-tal ar poull, C'HOARIVA BREZHONEK, Pemp pezh-c'hoari berr, Skridoù Breizh, 1944, p. 51.)
- O ! va mamm, emaon marv, ma n'am zennit raktal ac'han. — (Yann-Vari Perrot, E-tal ar poull, C'HOARIVA BREZHONEK, Pemp pezh-c'hoari berr, Skridoù Breizh, 1944, p. 54.)
- Ma 'm zennit ac'han, e roin va ger deoc'h, a galon vat. — (Yann-Vari Perrot, E-tal ar poull, C'HOARIVA BREZHONEK, Pemp pezh-c'hoari berr, Skridoù Breizh, 1944, p. 55.)
- tennañ un den pe un dra eus ar boan, eus ar baourentez, eus an nec'hamant:
- — [...] ; hennezh gant un tammig arc'hant, hon tenno a nec'hamant, pe ne raio nikun. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 203.)
- Mar hoc'h eus nec'h pe boan evit un dra pe un all bennak, perak ne lavarit ket din, ha me ho tenno a boan, mar don evit ober. » — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 102.)
- tennañ un dra bennak (arc'hant, ...) eus un dra
- Arc'hant a-walc'h o devoa tennet, a gredan, eus korf ar c'hure paour evit se. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 206.)
- Tennañ mein eus an douar, eus ur vengleuz
- Tennañ un dra bennak digant unan bennak
- Unan eus he amezeien, didruez an tamm anezhañ, a c'hoantaas tennañ he douar diganti. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 19.)
- Tennañ gwad, un dant, ur vronn, da ub, digant ub
- Tennañ poltred ub
- Tennañ plouz pe foenn eus ur bern
- tennañ un dra bennak digant unan bennak
- tennañ un dra bennak da unan bennak : digant un den
- Mont a rin da gofes, un ivin bep eur a dennfet din d'am daoudorn ha treid, ha tennañ din ma daoulagad. [...]. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/5, Al Liamm, 1994, p. 31.)
- tennañ plouz berr, ar blouzenn verr
- tennañ ar bilhed
- tennañ e alan
- tennañ an teod war ub
- tennañ da ub, da udb
- tennañ da vras
- tennañ d'ar sord
- Kaer o devoe ar pennoù kentañ a Blabenneg aliañ an dud yaouank da dennañ d'ar sord, hini anezho na sentas. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 193.)
- tennañ e lagad, e selloù, e soñj, diwar unan bennak pe un dra bennak :
- na dennañ lagad ebet
- tennañ e selloù
- [...] ; koulskoude, ne denne nag e zellou nag e zonj diwarni, nemet en desped d'ean. — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 171.)
- en em dennañ
- pa gomzer eus armoù
- tennañ gant ur wareg, gant ur fuzuilh
- An Aotrou, a oa droug ennañ, a dennas doc'htu gant e fuzuilh, hag a lazhas mik ar baourez kaezh kozh — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/2, Al Liamm, 1985, p. 21.)
- tennañ war un dra, pe tennañ war un den, pe war ul loen (gant ur wareg, ur fuzuilh)
- « Ma lezfemp hemañ amañ ur pennadig c'hoazh, ne dennfe ken war ar Vretoned... [...]. » — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 224.)
Stumm all
Deveradoù
Troioù-lavar
- N'eus ket a voeien da dennañ amann euz gouzoug ur c'hi. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 305.)
Troidigezhioù
Furm anv-gwan
tennañ /ˈtɛnːã/
- Derez-uhelañ an anv-gwan tenn.