Mont d’an endalc’had

trouz

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Etimologiezh

Meneget er c'hrennvrezhoneg (trous).
Da geñveriañ gant ar gerioù trwst en kembraeg, tros en kerneveureg.

Anv-kadarn

trouz /ˈtruːs/ gourel (benel e yezh Treger) (liester : trouzioù, trouzoù)

  1. Bezañ trouz.
  2. Bezañ trouz gant un den : ober trouz.
  3. ober trouz
    ober trouz da unan bennak.
  4. ober udb gant trouz
    • ... ged un drouz vras ..., Livr El labourer, 1860
  5. kaout trouz : kaout tabut
    Te az-teus lakeet ac’hanon-me da gaout trouz ouzh meur a hini, rak te az teus un teod fall, — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 550.)
  6. klevout trouz, un drouz.
  7. lezel e drouz: paouez d'ober trouz; paouez da dabutal
  8. sevel trouz etre tud
  9. mervel trouz
Notenn
  • E Yezhadur Favereau e lenner: ur priz, ar briz ; un trouz, an drouz. Da neuze ne vije kemmadur nemet war-lerc'h ar ger-mell strizh.
  • Koulskoude e kaver alioù kontrol:
    • un drouz gant w:Joakim Gwilhom, Fañch an Uhel, ha Jules Gros (gwelout uheloc'h).
    • ha dindan pluenn Jean-Yvez Plourin e c'haller lenn :
      • «(an) trous, (le) bruitun drous, un bruit précis; un boucan» J.Y. Plourin, Initiation au breton familier et argotique, Armeline, 2000, p.14
      • «Trouz, n. masc. (du) bruit. Le mot devient féminin en parlant d'un bruit particulier, d'un boucan J.Y. Plourin, Tammoù gwaskin, Armeline, 2005, p.440.

Deveradoù

Gerioù heñvelster

  • Trouz arc'hant ha c'hwezh-vat
    Ne reont na yalc'h na kofad

Troidigezhioù