Mont d’an endalc’had

Mirdi Bode

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Mirdi Bode
Mirdi Bode e 1904

Mirdi Bode (alamaneg : Bode-Museum) a zo unan eus ar mirdioù a gaver en Enezenn ar mirdioù e Berlin. Treset eo bet steuñv ar mirdi gant Ernst von Ihne hag e chuet e voe ar chanter e 1904. Er penn-kentañ e voe anvet Kaiser-Friedrich-Museum diwar anv an impalaer Friedrich III. E 1956 e voe kemmet an anv da enoriñ ar mirour kentañ, Wilhelm von Bode e anv.

Serret e voe ar mirdi a-benn bezañ kempennet e 1997, ha digoret en-dro d'an 18 a viz Here 2006[1] Ennañ e kaver delwennoù, arz bizantian, pezhioù ha medalennoù.[2]. En dastumad delwennoù e kaver oberennoù kristen ar Reter, re eus Bizantion ha Ravenna, re all eus ar Grennamzer, arz gotek italian hag eus penn-kentañ an Azginivelezh. Kavout a reer ivez oberennoù eus dibenn an arz gotek alaman (Tilman Riemenschneider) re eus an Azginivelezh e su Alamagn, hag arz barok prusian (betek an 18vet kantved).

Er Münzkabinett e kaver unan eus brasañ dastumadoù pezhioù-moneiz a zo er bed. Pezhioù eus ar 7vet kantved kent JK betek an deiz a hiziv a zo. En holl ez eus war-dro 500 000 pezh en dastumad.

Skeudennoù

Notennoù


Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.