Mont d’an endalc’had

Aogust (impalaer)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Caesar Augustus)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Aogust
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhHenroma Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denImperator Caesar Divi f. Augustus Kemmañ
Anv ganedigezhC. Octavius C.f. Kemmañ
Titl noblañsAugustus Kemmañ
PraenomenGaius Kemmañ
NomenOctavius, Julius Kemmañ
CognomenCaepias, Thurinus, Caesar Kemmañ
AgnomenOctavianus Kemmañ
MoranvThurinus Kemmañ
Deiziad ganedigezh23 Gwe 63 BCE Kemmañ
Lec'h ganedigezhRoma Kemmañ
Deiziad ar marv19 Eos 14 CE Kemmañ
Lec'h ar marvNola Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Lec'h douaridigezhMausoleum of Augustus Kemmañ
TadGaius Octavius, Caius Julius Caesar Kemmañ
MammAtia Kemmañ
LeztudLucius Marcius Philippus Kemmañ
Breur pe c'hoarOctavia the Younger, Octavia the Elder Kemmañ
PriedClaudia, Scribonia, Livia Drusilla Kemmañ
Kompagnun(ez)Salvia Titisenia, Sarmentus Kemmañ
BugelJulia Caesaris, Caius Caesar, Lucius Caesar, Tiberius Caesar Augustus, Agrippa Postumus Kemmañ
Familhtierniezh julian-ha-glaodian, Julii Caesares, Octavii Rufi Kemmañ
GensGens Octavia, Julia gens Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetlatin Kemmañ
Yezh implijet dre skridlatin Kemmañ
Micherpolitiker Henroma, milour, impalaer roman Kemmañ
Honorific prefiximperator Kemmañ
Titl sevendedPater Patriae Kemmañ
Statud sokialnobiles, patrisian Kemmañ
Relijionancient Roman religion Kemmañ
Grad milourelimperator Kemmañ
Present in workCivilization V Kemmañ
Deskrivet dreVeiled head of emperor August, Bronze statue of Augustus in Sant'Apollinare in Classe, Statue of Augustus on Monte Solaro, Statue of Augustus, Portrait of the Emperor Augustus as Pontifex Maximus Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadVatican Museums Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
EpithetDivi Filius, Divus Kemmañ
Member of Roman tribetalvoud dianav, Fabia Kemmañ

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Aogust, pe Augustus e latin, pe CAIVS•OCTAVIVS•THVRINVS e anv pa oa ganet, hag IMPERATOR•CAESAR•DIVI•FILIVS•AVGVSTVS pa varvas, a veze graet Oktav anezhañ, hag ivez Oktavian, a oa ganet e 63 kent JK e Roma ha marvet er bloavezh 14 goude JK, e Nola (e Campania – Bro-Naplez), a oa ar c'hentañ impalaer roman.

Evel hêr da Julius Caesar e kemeras ar galloud e diwezh ar Republik roman, e-kreiz ar brezelioù diabarzh diehan. Gourniz e oa d'ar jeneral en doa lakaet ar Sened roman da blegañ, hag advabet e oa bet gantañ e 45 kent JK. Se zo kaoz e kemeras evel anv Caius Julius Caesar Octavianus. Diazezer an impalaeriezh roman eo bet.

Mab a oa da Gaius Octavius ha da Atia, nizez Julius Caesar. Octavius a oa bet ganet abred er beure 23 a viz Gwengolo er bloavezh 63 kent JK, er c'harter 'Pennoù Ejen', war ar Menez Palatin. Gourniz Julius Caesar e oa, hag advabet e voe gantañ.

Marvet eo e e Nola, e Campania, war dro 13e30, d'an 19 a viz Eost er bloavezh 14 (goude JK). 

Kevezerezh gant Marcus Antonius

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa varvas Kaezar e -44 e c'houlennas Aogust (ha ne veze graet nemet Oktavian anezhañ c'hoazh) ma vije roet ar galloud dezhañ diwar e hêrezh hag e c'hounezas an titl diwar ar Sened, nemet e tleas stourm ouzh Marcus Antonius a oa mestr al lu hag ar gêr-benn. Trec'hiñ a reas Aogust warnañ e kichen kêr-vModena e -43. Koulskoude e tivizas Aogust sevel ur triumvirelezh gant Marcus Antonius ha gant Marcus Aemilius Lepidus (Lepid). Ne badas an triumvirat nemet 7 miz, e -43, met evit kaout an dizober eus o enebourien republikan e rejont gant muntroù, ha savet e voe rolloù an dud argaset (da dizhout .

Evel-se e asantas Aogust ma vo rediet Kikero d'en em lazhañ diwar intrudu Mark Anton. E -42 e trec'has asamblez an tri den war vBrutus ha Cassius, pennoù ar Republikaned en emgann Philippoi e Trakia.

E 40 kt JK e voe rannet etrezo an holl diriadoù dindan beli ar Romaned hag e kemeras Aogust ar C'hornôg, Mark Anton ar Reter ha Lepid proviñs roman Afrika. Reiñ a reas Aogust e c'hoar, Oktavia, da zimeziñ gant Mark Anton hag e chomas stabil an emglev (renevezet e -37) betek -33. Pa oa bet trec'h Aogust war Sekstus Pompeius e Bro-Spagn (e -36 e kemeras lodenn Lepid. Istimetoc'h-istimetañ gant an Italianed e teuas Aogust da vezañ pa oe rebechet da Vark Anton bezhañ dindan levezon e vestrez, ar Faraonez Kleopatra, unpenn Egipt, hag e veze an tiriadoù roman o kouezhañ dindani. Ober ar brezel da Gleopatra a reas Aogust hag e oe trec'h warni ha war morlu Mark Anton e Aktiom (Akra Nikolaos e Gres hiziv) e -31.

Kresk ar galloudoù roet da Aogust

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E -38 e resevas Aogust titl imperator evel trec'hour milourel. E -28 e oe roet dezhañ gant ar Sened karg ar princeps senatus hag e oa ar gwir dezhañ komz a-raok pep a senedour. A-bouez-bras e oa ar garg pa krede ar Romaned e veze awenet gant an doueed an hini kentañ o komz. E -27 (Dies imperium : 16 a viz Genver 27 kent J.-K.) e voe roet dezhañ an adanv (cognomen) Augustus hag a dalveze "benniget gant an doueed", un uhel a ditl a chomo evel an hini uhelañ e istor an impalaeriezh roman, deiziataet e deroù diwar ar fed-se diouzh ar boaz. Renad ar priñsouriezh (principatus) a lakae ar priñs kevatal d'ar Sened ha d'ar bobl roman asamblez (Senatus populusque romanus), met ne oe ket an ensavadurioù kozh evit lakaat ar penn kentañ da blegañ dirazo.

Lid awen doueel an impalaer

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evel e goureontr e teuas Aogust da vezañ Pontifex maximus e -12. Evel penn ar relijion roman e vroudas lid Genius Augusti (Awen doueel an Aogust), da lavared eo an nerzh roet dezhañ gant an doueed. Delwennoù a oe savet e pep gêr, aberzhioù ha c'hoarioù a oe graet en e enor. Maen-diazez ar galloud impalaerel eo bet lidoù en enor an unpenn ken e oe rebechet d'ar gristenien gentañ bezañ treitourien eus an taerañ doare (sell ouz heskinadurioù ar gristenien).

Oberenn bolitikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Oberenn vilourel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Klask a reas Aogust kreñvaat an harzoù milourel dre aloubadenn Germania, met trec'het e oe ul lu bras renet gant Varus gant Arminius e 9. Lakaet e voe an harz etre ar Barted hag ar Romaned war ar stêr Eufrates e Mezopotamia. Tizhet e oe ar Roen hag ar stêr Danav gant ar Romaned ivez. E-doug e ren e kavas ar Romaned e oe bet erruet an amzervezh a beoc'h hir-pad a rejod ar pax romana (ar peoc'h roman) eus outi.

Kavout un den da gemer war e lerc'h

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Reiñ a reas e verc'h, Julia, da vMarcellus rak kavout a rae dezhañ e c'hellje dont da impalaer war e lerc'h, met mervel a reas ar paotr re abred.

  An Impalaerien roman  
Tierniezh Jul-ha-Klaod
En e raok :
Julius Caesar, konsul

(- 101-44)

Augustus

(- 2714)

War e lerc'h :
Tiberius Caesar Augustus

(1437)

Heuliad Henroma