An Here
Krouet eo bet an ti-embann An Here e 1983 hag aet eo da freuz-stal e diwezh 2005. Savet e oa bet gant Martial Menard hag a oa bet o labourat evel mestr-skol e Skol Diwan Kemper a oa staliet e Ploveilh d'ar mare-se). Goude e brantad kelenn e brezhoneg e komprenas pegen pouezus e oa kinnig d'ar skolidi ha d'ar grennarded levrioù brezhonek embannet gant perzhioù mat e-keñver al live etrebroadel.
E 1988 e krogas An Here da sevel ur geriadur hollvrezhonek. Ur stumm skeudennaet a oe embannet e 1995 (Geriadur brezhoneg) hag ur stumm ledanaet ha diskeudenn e 2001 (Geriadur brezhoneg An Here).
An ti-embann brezhonek a live etrebroadel nemetañ eo bet An Here ha diwar kementad ha liezegezh e broduerezh e c'heller priziañ ar roll dibar en deus bet el lennegezh vrezhonek evit ar yaouankiz hag evit an holl vrezhonegerien.
Tremen 190 levr brezhonek, 20 albom bannoù-treset brezhonek, 2 gazetenn vrezhonek ha 26 levr gallek zo bet embannet gant An Here.
Aozadur ha politikerezh-embann
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dindan stumm ur gevarzhe eo bet savet An Here e 1983 ma veze aotreet da gaout yalc'hadoù diwar un abeg sevenadurel.
Rener an embann e oa Martial Menard ha Claudie Motais a zo bet e sekretourez feal, gouest da gemer perzh er sevel lod troidigezhioù.
Evit ar geriadurioù e voe bodet ur skipailh arbennigourien (dindan renerezh skiantel Pêr Denez evit ar geriadur kentañ). Iwan Kadored ha Jean-Yves Lagadeg o deus kemeret ur perzh dibar el labourioù skridaozañ.
E deroù an ti-embann e veze prenet al levrioù nevez gant kement skol Diwan, nemet e chome berniadoù bras pa veze lakaet embann etre 500 ha 1 000 skouerenn hep gouzout gant piv e c'hellfent bezañ lennet. Ne c'hellfe chom ar stal en e sav nemet gant yalc'hadoù publik ha pa vanke dezhañ e chome digopr an implijidi mizioù-pad.
Gant skoazelloù publik e c'hellas An Here lakaat embann etre 8 ha 10 levr bep bloaz e dibenn ar bloavezioù 1990, met pa strishaas ar yalc'hadoù goude 1995 e klaskas Martial Menard ledanaat ar brenerien dre sevel ur rann c'hallek. Setu perak e c'hellas kaout ar chañs da embann Mémoires d'un paysan bas-breton (emvuhezskrid Jean-Marie Déguignet) a c'hounezas ur vrud divent ken e voe tennet 150 000 skouerenn anezhañ.
Koulskoude pa oa bet degaset ar skrid gant ur gevarzhe istorel, ne'z eas e kef An Here nemet ul lodenn vihan eus an arc'hant gounezet.
Staliet e oa bet An Here e-pad seitek vloaz en ur savadur bihan tost da skolaj Diwan ar Releg pa oa un emglev etre An Here, Diwan hag ar gevarzhe A-gevred evit merañ savadurioù ar skol gozh roet gant Ti-kêr ar Releg-Kerhuon. E 2001 e tilojas An Here da Blougastell-Daoulaz.
Dre ma voe digresket ar yalc'hadoù publik goude afer Roparz Hemon e 2000, ne c'hellas mui An Here embann kement a levrioù evel ma rae a-raok hag e reas freuz-stal e 2005.
Arc'hantaouiñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Yalc'hadoù a zo bet roet gant strollegezhioù publik Breizh evit harpañ An Here, da gentañ holl evit ar geriadurioù. Kalz a arc'hant a zo bet roet gant Unaniezh Europa, ar Riez gall, Kuzul-Departamant Penn-ar-Bed ha Rannvro Vreizh.
E-pad ar bloavezioù kentañ e veze harpetmat An Here gant skolioù Diwan a brene an holl levrioù embannet gant un distaol 30%. Koulskoude e savas sach-blev war ar c'hraf-se e 1997.
Levrioù evit ar skolidi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En deroù e talc'has An Here da embann levrioù eeun, marc'had-mat, evel an heuliad Jakez ha Jakeza gant 3 live yezh, kemeret an dalc'had e Kembre.
Klasket e voe ivez sevel albomoù livet, gant goloioù kartoñ, ha ne oa ket anezho e brezhoneg betek-eñ. Diwar an diouer a arc'hant e klaske Martial Menard sevel kevratoù kenembann gant tiez-embann broioù all. Mat e kavas adembann meur a levr o tont eus Katalonia pa oa roet yalc'hadoù gant ar gouarnamant lec'hel evit al levrioù troet diwar ar c'hatalaneg. Ur bern all a levrioù a deuas eus troidigezhioù diwar ar c'hembraeg hag an euskareg.
Levrioù evit ar grennarded
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-raok ma voe digoret (e 1988) ar skolaj brezhonek kentañ er Releg e klaskas Martial Menard embann levrioù evit ar skolajidi da zont. E 1 500 skouerenn e veze tennet al levrioù pa ne oa nemet un degad bugale a c'helle lenn anezho !
Katalog brezhonek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Geriadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kentañ geriadur Eflamm ha Riwanon, 1984[1]
- Geriadur brezhoneg An Here (10 300 pennger), 1995 (ISBN 978-2-86843-152-3)
- Eil embannadur (21 300 pennger), 2001 (ISBN 978-2-86843-236-0)
Levrioù evit an oadourien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Alc'hwez Bras ar Baradoz Vihan – Geriahudur ar Brezhoneg, Martial Menard, 1995 (ISBN 978-2-86843-160-8)
- Beaj Eneour war Fleur de Lampaul – Levr-bourzh ur martolod yaouank, Eneour Puilh-Stefan, 2001 (ISBN 978-2-86843-186-8)
- Breizh, karregadoù ha maenadoù kaer, Yann Lukas, Joël Rolet, skeudennoù gant Baptiste-Yves Leglatin, 2001 (ISBN 978-2-86843-233-9)
- Douaroniezh Breizh – Ar vro hag an armerzh, Gwenole Bihannig, 1997 (ISBN 978-2-86843-163-9)
- Ti ar Bobl, Louis Guilloux, 1999 (ISBN 978-2-86843-187-9)
Levrioù evit ar yaouankizoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Skridoù ha skeudennoù gant Marie-Dominique Arros.
Skridoù he skeudennoù gant Yves Cotten ; brezhoneg gant Cédric Sinou.
Skridoù ha skeudennoù gant Bettina Paterson ; brezhoneg gant Claudie Motais.
Skridoù ha skeudennoù gant Daniel Kerjean.
Skridoù ha skeudennoù gant Bernard Le Fustec ; brezhoneg gant Martial Menard.
Skridoù gant Mary Vaughan Jones, skeudennoù gant Rowena Wyn Jones ; brezhoneg gant Martial Menard.
Skridoù gant Mercè Escardó i Bas, skeudennoù gant Gemma Sales ; brezhoneg gant Fulup Kloareg.
Skridoù gant Mary Vaughan Jones, skeudennoù gant Jac Jones ; brezhoneg gant Morwenna Jenkin ha Martial Menard.
Skridoù ha skeudennoù gant Angharad Tomos ; brezhoneg gant Morwenna Jenkin ha Martial Menard.
Skridoù ha skeudennoù gant Beatrix Potter ; brezhoneg gant Kristin Pelle ha Martial Menard.
Skridoù gant Martin Liber, skeudennoù gant Jenny Millot ; brezhoneg gant Martial Menard.
Skridoù ha skeudennoù gant Tony Kenyon.
Skridoù ha skeudennoù gant Eric Hill ; brezhoneg gant Martial Menard.
Skridoù ha skeudennoù gant David Boussin.
Skridoù gant Isabelle Le Nabat, skeudennoù gant Envel Kervoas.
Skridoù ha skeudennoù gant Gilles Vaillant ; brezhoneg gant Claudie Motais.
Skridoù ha skeudennoù gant Richard Fowler ; brezhoneg gant Olier ar Mogn ha Martial Menard.
Bannoù-treset[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Skridoù ha skeudennoù gant Hergé ; brezhoneg gant Divi Kervela ha Martial Menard, war-bouez daou albom.
Kazetennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Sonerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Video[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Katalog gallek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrioù evit an oadourien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrioù evit ar vugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|