Alfonso II Naplez
Alfonso II di Napoli, pe Alfonso II Naplez, ganet en 1448, marvet en 1495, a oa dug Calabria, ha roue Naplez war-lerc'h e dad.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mab e oa da Ferdinando Iañ Naplez, roue Naplez, ha da Isabel de Chiaramonte. Dimezet e oa da Ippolita Maria Sforza, merc'h da Francesco Iañ Sforza, dug Milano.
Ar roue gall Charlez VIII, a oa pennhêr René Iañ Naplez, a c'houlennas rouantelezh Naplez a oa bet kemeret dre vrezel gant Alfonso V Aragon, tad-kozh Alfonso II, digant René Iañ.
Bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tri bugel o doe Alfonso hag Ippolita :
- Ferdinant II Naplez (1469-1496), dimezet d'e voereb (yaouankoc'h) Janed Naplez (1478-1518)
- Isabella d'Aragona (1470-1524), dugez Bari (1470-1524), dimezet d'he c'henderv Gian Galeazzo Sforza, dug Milano, bugale dezho, en o zouez
- Bona Sforza (1495 – 1558), dimezet da Sigismund Iañ, roue Pologn, ha c'hwec'h bugel dezho.
- Piero Rossano, Priñs Rossano (1472-1491), Lieutenant General Apulia, marvet diwar gontammadur-gloaz goude troc'haén gar[1].
Mervel a eure Ippolita e 1484, da 38 vloaz.
Alfonso neuze a zimezas d'e serc'h Truzia Gazzela (Trogia Gazzella), a oa mamm da zaou vugel all.
- Sancha d'Aragona (ganet e 1478 e Gaeta), dimezet da Goffredo Borgia;
- Alfonso d'Aragona (ganet e 1481 e Napoli, marvet e 1500), Priñs Salerno, Dug Bisceglie; dimezet e 1498 da Lucrezia Borgia; lazhet gant Cesare Borgia er Vatikan e 1500; tad e oa d'he mab.
Marv Alfonso
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dilezel a reas e garg a roue e 1495, hag e vab Ferdinant an hini a gemeras ar gurunenn. Kuitaat a reas kêr Naplez da vont da chom da Sikilia ha mervel a reas prestik goude e miz Du 1495.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Charles Cawley, Medieval Lands, Sicily/Naples, Counts and Kings