Buhez ar Sent
Neuz
(Adkaset eus Buez ar Zent)
Buhez ar Sent eo an anv a vez graet eus ul levr relijiel a zo bet lennet kalz war ar maez e dibenn an XIXvet kantved hag e penn kentañ an XXvet kantved. E gwirionez ez eus kaoz eus meur a levr disheñvel.
Al levrioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]XVIIIvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Buez ar Sænt, evit gloar Doue, evit enor ar Sænt, evit sanctification an Eneou, Glaoda Marigo, Kemper, 1752. Adembannadur 1837 a c'haller lenn amañ.
XIXvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Buhé er Sænt, guet reflexioneu spirituel aveit pep dé ag er blai, J. Le Crom, Gwened, 1839.
- Buhé er Sænt guet reflexioneu spirituel dré ur beleg ag en escobti (Loeiz Kilhere), Gwened, 1839.
- Buhez ar Zænt lakeat e brezounec Leon gant an aotrou Perrot person a Blougonvelen, Brest, 1846. An aotrou Perrot-se eo Jakez Perrot (1804 -1877), genidik eus Sant-Pabu.
- Buez ar Sænt, gant reflexionou spirituel, L. Prud'homme, 1855
- Buez ar Zent, skrivet a nevez e brezounek gant ann aotrou Gabriel Morvan, chaloni euz a iliz kathedral Kemper, Teurgn, 1884. Adembannet meur a wech, e 1894, 1898, 1913.
- Buez ar Zent, Kemper, Moulerezh Kerangal, 1894. Eil embannadur, adlennet ha reizhet gant Yann-Vari Nikolaz (1848-1899).
- Trede embannadur e 1898 : Moullerez A.Kaigre, ru Traverse, 18. Brest. Unan all a voe c'hoazh en 1913.
XXvetkantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Buhé er Sent eit pep dé ag er blé (2 lodenn), J. Larboulet, Moullerezh Galles, Gwened, 1907.
- Buez ar Zent great gant an aotrou Marigo, gwechall persoun Beuzec-Conq, kresket ha renevezet gant an aotrou Madeg persoun Sant-Segal, Brest-Kemper, 1911.
- Buez ar Zent (1911), savet gant an aotrou Perrot, kure Sant-Nouga, ha skeudennet gant an aotrou Guennec, Montroulez, 1911. An aotrou Perrot-se eo Yann-Vari Perrot. Hennezh eo ar brudetañ.
- Bue ar Zent (1912), savet gant an Otrou Perrot, kure Sant-Nouga, renket a-neve gant E. ar Moal, rener Kroaz ar Vretoned, evit Eskopti Sant-Brieg ha Landreger, Montroulez, 1912. Levr Yann-Vari Perrot lakaet e doare Treger.
- Buez ar Zent, gant Gabriel Morvan, 1913. Pevare embannadur
- Buez ar Zent great gant an aotrou Marigo, nevezet evit an eil guech gant an aotrou Madeg, Brest, 1927. Hennezh eo an hini muiañ adembannet.
Anvioù e Buhez ar Sent
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tud zo a garfe implij stummoù an anvioù evel m'emaint e Buhez ar Sent, kentoc'h eget e geriadurioù nevesoc'h. Setu un nebeud anvioù tennet eus taolenn Buhez ar Sent ar bloavezh 1912, er bajenn 945:
- Agatha, Alphons, Andre, Athanas, Augustin ... Bernard, Berthele, ... Dominik, Edouard, Elisabeth, Felix, ... Hedwij, ... Klemant ... Thimothe ... Zephyrin.
Kemmet eo an doare-skrivañ abaoe 1912.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Wikimammenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Wikimammenn e kaver
- Buez ar Sænt (1837) gant G. Marigo,
- Buhé er Sænt (1839) gant J. Le Crom,
- Buhé er Sænt (1839) gant L. Kilhere,
- Buez ar Sænt (1855), adembannadur, gant G. Marigo,
- Buez ar Sænt (1857), adembannadur, gant G. Marigo,
- Buez ar Zent (1894) gant G. Morvan ha J. Nicolas,
- Bue ar Zent (1912) gant Yann-Vari Perrot, adwelet gant Erwan ar Moal,
- Buez ar Zent (1913) gant G. Morvan ha J.-M. Le Gall.