Mont d’an endalc’had

Geneva

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Genève)
Arabat eo droukveskañ gant Genova.
Geneva
Geneva
Gwel eus kêr.
Geneva
Anv alamanek Genf
Anv gallek Genève
Anv italianek Ginevra
Anv romañchek Genevra
Melestradurezh
Bro Suis Suis
Kanton kanton Geneva
Yezh ofisiel galleg
Niv. OFS 6621
Kod post 1201, 1202, 1203, 1204, 1205, 1206, 1207, 1208, 1209, 1211, 1200
Maer Alfonso Gomez Cruz
(Amzer gefridi) 2020-2021
Lec'hienn web https://www.geneve.ch/
Poblañsouriezh
Poblañs 203 840 ann. ()
Stankter 12 796 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
46° 12′ Norzh
6° 09′ Reter
/ 46.2, 6.15
Uhelder 396 metr
Gorread 15,93 km²
Kumunioù stok Carouge, Chêne-Bougeries, Cologny, Lancy, Pregny-Chambésy, Vernier, Le Grand-Saconnex, Veyrier

Genève (e galleg, yezh ofisiel er vro ; Geneva en arpitaneg) zo ur gêr e Kanton Geneva e Suis, war glannoù ar stêr Ron el lec'h ma kuita lenn Geneva (Léman e galleg, Lèman e frankoprovañseg).

Stummoù an anv

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Genava eo ar stumm latin a gaver e De Bello Gallico gant Caius Julius Caesar e 58 a-raok JK[1], ha Genáva e latin ar bobl, alese ar stumm gallek Genève. E yezhoù ofisiel ar vro e skriver Genève e galleg neuze, Genf en alamaneg, Ginevra en italianeg ha Genevra e romañcheg.
Génva eo ar stumm arpitanek, Genves e oa e galleg kozh kent ar stumm Gennes.
E brezhoneg e kaver Jeneva, Genava (hervez ar stummm latin) e geriadur Vallée ; n'eus meneg ebet e Geriadur Hemon-Huon (na 1993, na 2005).

Diasur eo orin Geneva.
Kinniget ez eus bet un orin keltiek en abeg d'ar galianeg genava, a zo kar d'ar c'hembraeg gen, genau ha d'ar brezhoneg genoù[2] : e "genoù" al lenn emañ kêr.
Un displegadur all zo deuet dre ar genyezhoniezh, pa dalvez ar wrizienn indezeuropek *gen- kement ha "javed", "jod", "chin" – un astenn d'ar ster-se eo "genoù" pa gomzer eus an dremm ha n'eo ket eus an digor ma lakaer boued ; kement ha "plegadenn", "kogn" e oa ster *gen- ivez (gwelit al latin genū, glin), alese Geneva oc'h ober dave d'ar c'hogn a zo e penn al lenn.
Keltiek avat e chom an dibenn -ava.[2].

Ur gêr a bouez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eil kêr Suis eo Geneva ha kêr-benn ar c'hanton. 185 028 a dud a oa enni e 2005, met an dachenn kêriet en dro dezhi en em astenn war kanton Vaud ha departamantoù gall an Ain hag an Haute-Savoie, a vev 760 000 a dud enni.

E bro an Allobroged e oa pa oa aloubet gant ar Romaned.

Douar repuidi eo Geneva abaoe pell, dreist-holl abaoe ma voe degemeret enni ar brotestanted heskinet, evel Guillaume Farel, Jean Calvin ha Théodore de Bèze, ma veze graet ar Roma brotestant anezhi, hag ivez kêr Calvin.
E-touez an holl bolitikerien repuet enni emañ Lenin a-raok dispac'h 1917.

Kalz aozadurioù etrebroadel zo diazezet e Geneva, en o zouez :

Palez ar Broadoù

Kêrioù gevellet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liorzhoù ha parkoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An Horolaj bleuniet

310 hektar zo dindan koad pe geot, da lavarout eo 20% eus douar kêr.

Brudet eo ar c'hleub Servette FC savet e 1890. E 2005 e reas freuz-stal.

Etre 1700 ha 1853, ne oa nemet ur vered e kêr, hini Plainpalais. E penn-kentañ ar bloavezhioù 1850 e voe krouet hini Châtelaine, ha hini Saint-Georges er bloavezhioù 1880. Hini kumun Petit-Saconnex zo e kêr abaoe 1931 pa voe kendeuzet an div gumun.

E-touez an dud veur beziet e Geneva emañ Jean Calvin ha Jorge Luis Borges.

Tud veur bet ganet e Geneva

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Buhez sevenadurel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (la) Levrenn I, 6 ha 7
  2. 2,0 ha2,1 Georges Dottin (1920), La langue gauloise, Slatkine Reprints, Genève, 1985, p. 108 (ISBN 2-05-100802-8).