Kanol Galedonian
Neuz
Ar Ganol Galedonian (Canàl Cailleanach e gouezeleg; Caledonian Canal e saozneg) a zo ur ganol savet e deroù an XIXvet kantved a-dreuz Bro-Skos, war 97 km a viz da vervent, evit liammañ Mor an Hanternoz ouzh ar Meurvor Atlantel. Evel ma treuz loc'hoù a-hed ar Gleann Mòr n'eus nemet un drederenn bennak a-gement a zo bet toullet. Kregiñ a ra en Inbhir Nis (Linne Mhoireibh) ha mont betek A' Chorpaich e-kichenik an Gearasdan (Linne Dhubh) ha treuziñ a ra Loch Nis, Loch Omhaich ha Loch Lochaidh. En holl ez eus 29 skluz.