Mont d’an endalc’had

Ofis publik ar brezhoneg

Eus Wikipedia
OPAB
Bro Breizh
Krouidigezh 17 Gwengolo 2010
Framm Diazezadur publik
a genlabour sevenadurel
Sez Karaez-Plougêr
Prezidant Paul Molac
Rener Fulup Jakez
Koskor 27 gwazour·ez
Kevelerien 220 foran
700+ prevez
Budjed 1 385 000 €
Internet www.brezhoneg.bzh

Ofis Publik ar Brezhoneg (OPAB) zo un diazezadur publik a genlabour sevenadurel (DPKS) bet krouet gant Rannvro Breizh, Rannvro Broioù-al-Liger, kuzulioù pemp departamant Breizh istorel hag ar Stad c'hall d'an 17 a viz Gwengolo 2010 da gemer lec'h ar gevredigezh Ofis ar Brezhoneg adalek miz Here 2010[1]. Er bloaz 1999 e oa bet krouet Ofis ar brezhoneg diwar youl Rannvro Breizh. Abaoe 2004 e oa bet embannet fraezh c'hoant ar Rannvro da gemmañ ar statud a-benn sevel er un DPKS.

Brudañ ar yezh hag he skoazellañ d'en em zispakañ war holl dachennoù implij ur yezh zo e-touez kefridioù pennañ OPAB. Lakaat a ra an Ofis publik da dalvezout ar politikerezhioù yezh a vez fiziet ennañ gant ar strollegezhioù publik a zo ezel eus an Diazezadur. Strivañ a ra da frammañ diorroadur ar c'hinnig deskadurezh divyezhek peurgetket. Perzh a gemer ivez, da vat, el labour pinvidikaat korpus ar yezh hag azasaat ar brezhoneg ouzh ezhommoù ar bed a-vremañ.

Setu amañ aozadur OPAB e dibenn ar bloaz 2021.

Kuzul-merañ
  • Prezidant : Paul Molac
  • Izili : 4 dileuriad eus Rannvro Breizh ; 2 zileuriad en anv ar Stad c'hall (Prefeti ha Rektorelezh) ; 1 dileuriad eus Kuzul-rannvro Broioù al Liger ; pep a zileuriad evit departamantoù Breizh istorel ; 2 zen perzhek ; Prezidant ar C'huzul-aliañ ; 3 dileuriad eus an hentadoù divyezhek ; 2 gannad ar c'hoskor ; maer Karaez-Plougêr.
Kuzul skiantel divizoù hag erbedadennoù
Kuzul-aliañ
  • Prezidant : Yannig Menguy
  • 19 aozadur hag a labour war dachenn ar vugaligoù, ar c'helenn d'an oadourien, an deskadurezh, ar mediaoù, ar c'hoariva, an diduamantoù sokiosevenadurel, hag all.
Pol Yezh

Labourat a ra ar pol Yezh war korpus ar brezhoneg.

  • Servijoù : Treiñ-Aliañ • TermBret • Teknologiezhioù an niverel • Glad yezhel ha panellerezh.
Pol Studi ha diorren
  • Servijoù : Arsellva implij ar yezhoù • Ajañs Diorren an OPAB

Bodad Treiñ lennegel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Adalek ar 17/11/2022
Adalek an 8/11/2018
  • Mich Beyer, Kristian ar Braz, Stefan Carpentier, Sarah Chedifer (ezel nevez), Laetitia Fitamant (ezel nevez), Gwenael Huon, Gwenvred Latimier, Annaig Kervella (ezel nevez) ha Herve Seubil Kernaudour.
Adalek an 11/07/2012
  1. 'Le Télégramme, 16/10/2010. Kavet : 12/11/2021.