Loeiz-Fulup Iañ
Neuz
(Adkaset eus Louis-Philippe Iañ)
Louis-Philippe d’Orléans, pe Louis-Philippe Iañ, pe Loeiz-Fulup Iañ, pe Loeiz-Fulup Orleañs, ganet d'ar 6 a viz Here 1773 e Pariz (Bro-C'hall) ha marvet d'ar 26 a viz Eost 1850 e Claremont e Surrey (Bro-Saoz), a voe an diwezhañ roue e Bro-C'hall. Anvet e voe da roue e 1830 ha diskaret gant Dispac'h 1848.
Mab e oa da Louis Philippe d'Orléans (1747-1793), dug Chartrez, ha goude dug Orleañs (1785-1793), deuet da vout Philippe Égalité goude 1792.
Dimezet e oa da Maria Amalia Teresa an Div Sikilia (1782−1866).
Bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dek bugel en doe gant e wreg, daou a varvas en-vugale.