Mont d’an endalc’had

Nolwenn Leroy

Eus Wikipedia
Nolwenn Leroy

Nolwenn Leroy e Gouelioù-Meur Kerne (Kemper) e 2011

Anv Nolwenn Leroy
Anv orin Nolwenn Le Magueresse
Ganedigezh 28 a viz Gwengolo 1982
Lokournan - Breizh
Micher Kanerez
Bloavezhioù
oberiant
Abaoe 2002
Doare Sonerezh skañv
Doare mouezh Mezzo soprano
Benvegoù Piano, biolin
Label(ioù) Mercury
Universal

Internet www.nolwenn-officiel.com

Nolwenn Leroy, Nolwenn Le Magueresse hec'h anv gwir, zo ur ganerez vreizhat ganet d'an 28 a viz Gwengolo 1982 e Lokournan.

Bugaleaj - Krennoad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'he fevar bloaz e kuitaas Kersent-Plabenneg e lec'h m'he doa bevet he bloavezhioù kentañ[1] evit mont da Bariz gant he zud, ha goude se da Lille, a-raok dont en-dro da Vreizh da Wengamp e 1990 e lec'h ma voe ganet he c'hoar vihan Kay. E 1992 e tispartias he zud, Muriel Leroy hag ar melldroader a-vicher Jean-Luc Le Magueresse. D'an oad a unnek vloaz, goude meur a zilojadenn da heul kudennoù labour he mamm, ez eas da chom gant he mamm hag he c'hoar da di he zud-kozh da Saint-Yorre e 1993. Mirout a reas o anv-tiegezh Leroy.

Skoliataet e voe e skolaj ar Selestined (collège des Célestins) e Vichy. Eno e voe merzet he donezon gant he c'helenner sonerezh a vroudas anezhi da zeskiñ seniñ gant ar violin.

D'he 13 vloaz e c'hounezas Les écoles du désert (skolioù an dezerzh), ur genstrivadeg paeronet gant an hipermarc'hadoù Cora, ha beajiñ a reas dek devezh e Mali eus Gao da Dombouktou gant ur gefridiezh denegour. Diwezhatoc'h e lavaras he doa bet ar veaj-se ul levezon vras warni.

E miz Gouere 1998 e voe dibabet gant Rotary Club Vichy evit mont da dremen ur bloavezh er Stadoù Unanet e Cincinnati en Ohio, da geñver un eskemm studierien etrebroadel. P'edo eno e pleustras skol arzoù an arvestoù Hamilton High School. Pa zistroas da Vro-C'hall e tivizas heuliañ kentelioù war ar c'han klasel e skol-sonerezh Vichy evit en em varrekaat. Kanerezh lourennek eo a bleustras eno.

E 2001 e lakaas hec'h anv e skol-veur ar gwir e Clermont-Ferrand er gwir angl-hag-amerikan p'edo en he soñj mont da labourat e-giz diplomatez en ABU pe en un AMG betek-gouzout ne rafe ket berzh e bed ar sonerezh.

He red-micher

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Star Academy

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

P'edo o sellet ouzh an abadenn skinwel Star Academy e voe boemet[2] gant ar gelennerez war ar c'han Armande Altaï, ha divizout a reas lakaat hec'h anv en he c'hlas. E-pad ouzhpenn c'hwec'h miz e heulias he c'hentelioù kan e Pariz. Goude se e voe dibabet evit kemer perzh e koulzad 2 ar Star Academy a c'hounezas e miz Kerzu 2002.

D'ar 4 a viz Meurzh 2003 e teuas he fladenn gentañ anvet Nolwenn er-maez. Meur a arzour brudet a gemeras perzh enni, en o zouez edo Pascal Obispo, Lara Fabian, Laurent Voulzy, Lionel Florence ha Daniel Lavoie. Ouzhpenn 650 000 skouerenn[3] a voe gwerzhet, a drugarez d'an tennadoù Cassé (niv. 1 an Top 50 ha Top Singles)[4], Une femme cachée ha Suivre une étoile pergen. Er bloaz-se ivez e tapas NRJ Music Awards an Dizoloadenn c'hallek, ha kregiñ a reas gant un droiad er Frañs a-bezh, e Belgia hag e Suis.

Histoires naturelles

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar 5 a viz Kerzu 2005 e teuas hec'h eil albom er-maez, Histoires naturelles, sevenet gant Laurent Voulzy ha Franck Eulry. Testeniet e voe pladenn platin gant ouzhpenn 300 000 gwerzh[5],[6] ha tizhout a reas 3de plas an Top. Mont a reas an tennad kentañ Nolwenn Ohwo !, sinet gant an daouad Alain Souchon/Laurent Voulzy, da vezañ diouzhtu niv. 1 ar gwerzhioù[7]. Ar wezh kentañ e oa dezhi da sinañ an hanter eus testennoù an albom, en o zouez edo ar single Mon ange. Lezel a ra personelezh ar ganerez da zont war wel, etre metafizik, ezoteregezh hag hunvreoù kuzh.

Goude un droiad nevez a badas pevar miz e salioù c'hoariva ha zenitoù Frañs ha Belgia, gant un nebeud devezhioù en Olympia hag un nebeud deiziadoù e festivalioù an hañv, ec'h embannas he CD ha DVD live kentañ Histoires Naturelles Tour d'ar 27 a viz Here 2007. Ouzhpenn 30 000 skouerenn eus ar CD a voe gwerzhet ha testeniet e voe an DVD evel DVD aour.

Le Cheshire Cat et moi

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Nolwenn e Francofolies Spa (Belgia) e 2010

D'ar 7 a viz Kerzu 2009 e teuas he zrede albom studio er-maez : Le Cheshire Cat et moi, gant teir c'hanaouenn saoznek e-touez ar re c'hallek. Goursellet he deus ouzh sevenidigezh an albom-se gant kenlabour ar c'haner faeroat Teitur Lassen. Kenlabouret o doa ivez Rupert Hine, Ruth Wall (Goldfrapp) ouzh an delenn, Nico Muhly (Björk) ouzh kempennadur ar c'herdin. Faut-il Faut-il pas eo ar single kentañ. D'ar sizhun ma teuas er-maez e tapas Le Cheshire Cat et moi ar 26vet plas e roll ar gwerzhioù albomoù e Frañs[8] ha testeniet e voe pladenn aour (50 000 gwerzh) buan war-lerc'h.
Skrivet e oa bet an albom orin penn-da-benn e saozneg gant Nolwenn Leroy. Graet e oa bet an trede opus-se evit ur publik gallek da gentañ penn. N'eo ket azasaat an titloù e galleg he deus graet Nolwenn, met adskrivañ da vat an albom a-bezh pe dost. Bez' ez eus ur stumm peursaoznek diembann eus an albom-se eta, ha fiziañs he deus lakaat hec'h arvesterien e Frañs hag en estrenvro d'e zizoleiñ. Etre klev ha jazz e kinnig ar ganerez ur bed personeloc'h ha nesaegour-kenañ.

Kregiñ a reas troiad klev ar "Cheshire Cat" d'an 12 a viz Meurzh 2010 gant ur sonadeg e Forom Liège, heuliet gant ur sonadeg e La Cigale d'an 18 a viz Meurzh 2010. Dleout a rafe an droiad-se kenderc'hel betek Mae-Mezheven 2011.

Nolwenn gant ar Gwenn-ha-du

Ur pevare albom anvet Bretonne zo deuet er-maez d'ar 6 a viz Kerzu 2010. Kavout a reer ennañ kanaouennoù hengounel kelt dreist-holl, e brezhoneg, galleg, saozneg hag iwerzhoneg. Lod eus kanaouennoù Breizh zo hengounel evel Suite Sudarmoricaine (Pardon Speied) ha Tri Martolod bet kanet c'hoazh gant Alan Stivell ; La jument de Michao bet brudet gant ar strollad Tri Yann, ha lod all nevesoc'h evel Ma Bretagne Quand Elle Pleut bet savet gant Jean-Michel Caradec ha Le Bagad de Lann-Bihoué gant Alain Souchon. Un nebeud kanaouennoù a zeu eus Iwerzhon evel Greensleeves, Sunday Bloody Sunday (war iTunes hepken) ha Mna Na H-Eireann (Merc'hed Iwezhon) e gouezeleg. Un ton nevez ez eus ivez : Je ne serai jamais ta Parisienne skrivet a-ratozh gant Christophe Miossec ha sonaozet gant Didier Squiban.

En holl ez eus peder c'hanaouenn vrezhonek en albom-mañ. Labouret he doa Nolwenn war ar brezhoneg gant Serj Plenier, ur c'helenner eus Ti ar Vretoned e Pariz, ha fellout a ra dezhi kenderc'hel da zeskiñ ar yezh emezi.[1][9]

Pladennrolladur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Nolwenn Leroy e 2011.

Pennad pennañ: Dastumad pladennoù Nolwenn Leroy

Bloaz Albom Fr Gwerzhioù
2003 Nolwenn 1 Fr: 650 000
2005 Histoires Naturelles 3 Fr: 300 000
2009 Le Cheshire Cat Et Moi 26 Fr: 50 000
2010 Bretonne
2012 Ô Filles de l'eau

Skridoù-sonerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Songbook Histoires Naturelles (Embannadur Capte Note, Kerzu 2007)

Prizioù ha loreoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Loreadez "Grand Prix de l'UNAC" gant Juste pour me souvenir (2013)

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 ha1,1 (fr)Michel Troadec, « La chanteuse Nolwenn Leroy revient à ses sources bretonnes » e www.ouest-france.fr, 14 a viz Du 2010. Lennet d'ar 5 a viz Kerzu 2010.
  2. (fr)RFI musique.com
  3. (fr)Lec'hienn People.fr
  4. (en)Lec'hienn Lescharts.com
  5. (fr)Clip : Nolwenn Leroy se demande, "Faut-il, faut-il pas ?" e www.infomaroc.net. Lennet d'ar 25 a viz Gouere 2010.
  6. (fr)Nolwenn Leroy e www.virgin17.fr. Lennet d'ar 25 a viz Gouere 2010.
  7. (en)Lescharts.com
  8. (fr)NOLWENN LEROY - LE CHESHIRE CAT & MOI (ALBUM) e lescharts.com. Lennet d'25 a viz Gouere 2010.
  9. (fr) Philippe Argouarch, « BRETONNE : L'étonnant nouvel album de Nolwenn Leroy » e www.abp.bzh, 2 a viz Du 2010. Lennet d'an 2 a viz Kerzu 2010.

Patrick Castells ha Christophe Abramowitz o doa heuliet Nolwenn Leroy e-pad ar bloaz 2005, digarez dezho da skrivañ ul levr diwar-benn ar ganerez. N'eo ket un emvuhezskrid met un danevell eus ar mare m'edo ar ganerez o fardañ hec'h eil albom.

Kanet he doa Nolwenn Leroy evit Les Enfoirés abaoe 2006.

Emañ o vevañ gant ar c'hoarier tennis Arnaud Clément.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]