Nolwenn Leroy
Nolwenn Leroy | ||
---|---|---|
Nolwenn Leroy e Gouelioù-Meur Kerne (Kemper) e 2011 | ||
Anv | Nolwenn Leroy | |
Anv orin | Nolwenn Le Magueresse | |
Ganedigezh | 28 a viz Gwengolo 1982 Lokournan - Breizh | |
Micher | Kanerez | |
Bloavezhioù oberiant |
Abaoe 2002 | |
Doare | Sonerezh skañv | |
Doare mouezh | Mezzo soprano | |
Benvegoù | Piano, biolin | |
Label(ioù) | Mercury Universal | |
Internet | www.nolwenn-officiel.com |
Nolwenn Leroy, Nolwenn Le Magueresse hec'h anv gwir, zo ur ganerez vreizhat ganet d'an 28 a viz Gwengolo 1982 e Lokournan.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bugaleaj - Krennoad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'he fevar bloaz e kuitaas Kersent-Plabenneg e lec'h m'he doa bevet he bloavezhioù kentañ[1] evit mont da Bariz gant he zud, ha goude se da Lille, a-raok dont en-dro da Vreizh da Wengamp e 1990 e lec'h ma voe ganet he c'hoar vihan Kay. E 1992 e tispartias he zud, Muriel Leroy hag ar melldroader a-vicher Jean-Luc Le Magueresse. D'an oad a unnek vloaz, goude meur a zilojadenn da heul kudennoù labour he mamm, ez eas da chom gant he mamm hag he c'hoar da di he zud-kozh da Saint-Yorre e 1993. Mirout a reas o anv-tiegezh Leroy.
Skoliataet e voe e skolaj ar Selestined (collège des Célestins) e Vichy. Eno e voe merzet he donezon gant he c'helenner sonerezh a vroudas anezhi da zeskiñ seniñ gant ar violin.
D'he 13 vloaz e c'hounezas Les écoles du désert (skolioù an dezerzh), ur genstrivadeg paeronet gant an hipermarc'hadoù Cora, ha beajiñ a reas dek devezh e Mali eus Gao da Dombouktou gant ur gefridiezh denegour. Diwezhatoc'h e lavaras he doa bet ar veaj-se ul levezon vras warni.
E miz Gouere 1998 e voe dibabet gant Rotary Club Vichy evit mont da dremen ur bloavezh er Stadoù Unanet e Cincinnati en Ohio, da geñver un eskemm studierien etrebroadel. P'edo eno e pleustras skol arzoù an arvestoù Hamilton High School. Pa zistroas da Vro-C'hall e tivizas heuliañ kentelioù war ar c'han klasel e skol-sonerezh Vichy evit en em varrekaat. Kanerezh lourennek eo a bleustras eno.
E 2001 e lakaas hec'h anv e skol-veur ar gwir e Clermont-Ferrand er gwir angl-hag-amerikan p'edo en he soñj mont da labourat e-giz diplomatez en ABU pe en un AMG betek-gouzout ne rafe ket berzh e bed ar sonerezh.
He red-micher
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Star Academy
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]P'edo o sellet ouzh an abadenn skinwel Star Academy e voe boemet[2] gant ar gelennerez war ar c'han Armande Altaï, ha divizout a reas lakaat hec'h anv en he c'hlas. E-pad ouzhpenn c'hwec'h miz e heulias he c'hentelioù kan e Pariz. Goude se e voe dibabet evit kemer perzh e koulzad 2 ar Star Academy a c'hounezas e miz Kerzu 2002.
Nolwenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'ar 4 a viz Meurzh 2003 e teuas he fladenn gentañ anvet Nolwenn er-maez. Meur a arzour brudet a gemeras perzh enni, en o zouez edo Pascal Obispo, Lara Fabian, Laurent Voulzy, Lionel Florence ha Daniel Lavoie. Ouzhpenn 650 000 skouerenn[3] a voe gwerzhet, a drugarez d'an tennadoù Cassé (niv. 1 an Top 50 ha Top Singles)[4], Une femme cachée ha Suivre une étoile pergen. Er bloaz-se ivez e tapas NRJ Music Awards an Dizoloadenn c'hallek, ha kregiñ a reas gant un droiad er Frañs a-bezh, e Belgia hag e Suis.
Histoires naturelles
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'ar 5 a viz Kerzu 2005 e teuas hec'h eil albom er-maez, Histoires naturelles, sevenet gant Laurent Voulzy ha Franck Eulry. Testeniet e voe pladenn platin gant ouzhpenn 300 000 gwerzh[5],[6] ha tizhout a reas 3de plas an Top. Mont a reas an tennad kentañ Nolwenn Ohwo !, sinet gant an daouad Alain Souchon/Laurent Voulzy, da vezañ diouzhtu niv. 1 ar gwerzhioù[7]. Ar wezh kentañ e oa dezhi da sinañ an hanter eus testennoù an albom, en o zouez edo ar single Mon ange. Lezel a ra personelezh ar ganerez da zont war wel, etre metafizik, ezoteregezh hag hunvreoù kuzh.
Goude un droiad nevez a badas pevar miz e salioù c'hoariva ha zenitoù Frañs ha Belgia, gant un nebeud devezhioù en Olympia hag un nebeud deiziadoù e festivalioù an hañv, ec'h embannas he CD ha DVD live kentañ Histoires Naturelles Tour d'ar 27 a viz Here 2007. Ouzhpenn 30 000 skouerenn eus ar CD a voe gwerzhet ha testeniet e voe an DVD evel DVD aour.
Le Cheshire Cat et moi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'ar 7 a viz Kerzu 2009 e teuas he zrede albom studio er-maez : Le Cheshire Cat et moi, gant teir c'hanaouenn saoznek e-touez ar re c'hallek. Goursellet he deus ouzh sevenidigezh an albom-se gant kenlabour ar c'haner faeroat Teitur Lassen. Kenlabouret o doa ivez Rupert Hine, Ruth Wall (Goldfrapp) ouzh an delenn, Nico Muhly (Björk) ouzh kempennadur ar c'herdin. Faut-il Faut-il pas eo ar single kentañ. D'ar sizhun ma teuas er-maez e tapas Le Cheshire Cat et moi ar 26vet plas e roll ar gwerzhioù albomoù e Frañs[8] ha testeniet e voe pladenn aour (50 000 gwerzh) buan war-lerc'h.
Skrivet e oa bet an albom orin penn-da-benn e saozneg gant Nolwenn Leroy. Graet e oa bet an trede opus-se evit ur publik gallek da gentañ penn. N'eo ket azasaat an titloù e galleg he deus graet Nolwenn, met adskrivañ da vat an albom a-bezh pe dost. Bez' ez eus ur stumm peursaoznek diembann eus an albom-se eta, ha fiziañs he deus lakaat hec'h arvesterien e Frañs hag en estrenvro d'e zizoleiñ. Etre klev ha jazz e kinnig ar ganerez ur bed personeloc'h ha nesaegour-kenañ.
Kregiñ a reas troiad klev ar "Cheshire Cat" d'an 12 a viz Meurzh 2010 gant ur sonadeg e Forom Liège, heuliet gant ur sonadeg e La Cigale d'an 18 a viz Meurzh 2010. Dleout a rafe an droiad-se kenderc'hel betek Mae-Mezheven 2011.
Bretonne
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur pevare albom anvet Bretonne zo deuet er-maez d'ar 6 a viz Kerzu 2010. Kavout a reer ennañ kanaouennoù hengounel kelt dreist-holl, e brezhoneg, galleg, saozneg hag iwerzhoneg. Lod eus kanaouennoù Breizh zo hengounel evel Suite Sudarmoricaine (Pardon Speied) ha Tri Martolod bet kanet c'hoazh gant Alan Stivell ; La jument de Michao bet brudet gant ar strollad Tri Yann, ha lod all nevesoc'h evel Ma Bretagne Quand Elle Pleut bet savet gant Jean-Michel Caradec ha Le Bagad de Lann-Bihoué gant Alain Souchon. Un nebeud kanaouennoù a zeu eus Iwerzhon evel Greensleeves, Sunday Bloody Sunday (war iTunes hepken) ha Mna Na H-Eireann (Merc'hed Iwezhon) e gouezeleg. Un ton nevez ez eus ivez : Je ne serai jamais ta Parisienne skrivet a-ratozh gant Christophe Miossec ha sonaozet gant Didier Squiban.
En holl ez eus peder c'hanaouenn vrezhonek en albom-mañ. Labouret he doa Nolwenn war ar brezhoneg gant Serj Plenier, ur c'helenner eus Ti ar Vretoned e Pariz, ha fellout a ra dezhi kenderc'hel da zeskiñ ar yezh emezi.[1][9]
Pladennrolladur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Albomoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
|
|
|
|
Pennad pennañ: Dastumad pladennoù Nolwenn Leroy
Bloaz | Albom | Fr | Gwerzhioù |
---|---|---|---|
2003 | Nolwenn | 1 | Fr: 650 000 |
2005 | Histoires Naturelles | 3 | Fr: 300 000 |
2009 | Le Cheshire Cat Et Moi | 26 | Fr: 50 000 |
2010 | Bretonne | ||
2012 | Ô Filles de l'eau |
Single
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 2003 : Cassé
- 2003 : Une femme cachée
- 2003 : Suivre une étoile
- 2004 : Inévitablement
- 2004 : Le dernier mot (deuet er-maez e Kanada hepken)
- 2005 : Nolwenn Ohwo !
- 2006 : Histoires Naturelles
- 2006 : Mon ange
- 2006 : J'aimais tant l'aimer (sortie radio)
- 2007 : Reste encore (sortie radio)
- 2009 : Faut il, Faut il pas ?
- 2010 : Suite Sudarmoricaine
Skridoù-sonerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Songbook Histoires Naturelles (Embannadur Capte Note, Kerzu 2007)
Prizioù ha loreoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Star Academy 2 :
- Trec'hourez ar c'houlzad (2002)
- NRJ Music Awards :
- Dizoloadenn c'hallek (2004)
- Chérie FM :
- France Bleu
- Loreadez "Trophée des jeunes talents France-Bleu" (2007)
- Le Télégramme :
- Loreadez "Grand prix du disque du Télégramme" 2010 gant Bretonne.
- "Bretonne de l'année" (2011)
- Planète Musique :
- "Planète Musique mag d'or" (2011)
- RTL, Le Parisien :
- "Personnalité de l'année" (2011)
- Priz Album RTL de l'année gant Ô filles de l'eau (2013)
- Poellgor Bro Gozh ma Zadoù
- Loreadez Priz Bro Gozh (2012)
Loreadez "Grand Prix de l'UNAC" gant Juste pour me souvenir (2013)
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (353232) Nolwenn, un asteroidenn anvet en hec'h enor
Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (fr)Michel Troadec, « La chanteuse Nolwenn Leroy revient à ses sources bretonnes » e www.ouest-france.fr, 14 a viz Du 2010. Lennet d'ar 5 a viz Kerzu 2010.
- ↑ (fr)RFI musique.com
- ↑ (fr)Lec'hienn People.fr
- ↑ (en)Lec'hienn Lescharts.com
- ↑ (fr)Clip : Nolwenn Leroy se demande, "Faut-il, faut-il pas ?" e www.infomaroc.net. Lennet d'ar 25 a viz Gouere 2010.
- ↑ (fr)Nolwenn Leroy e www.virgin17.fr. Lennet d'ar 25 a viz Gouere 2010.
- ↑ (en)Lescharts.com
- ↑ (fr)NOLWENN LEROY - LE CHESHIRE CAT & MOI (ALBUM) e lescharts.com. Lennet d'25 a viz Gouere 2010.
- ↑ (fr) Philippe Argouarch, « BRETONNE : L'étonnant nouvel album de Nolwenn Leroy » e www.abp.bzh, 2 a viz Du 2010. Lennet d'an 2 a viz Kerzu 2010.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diseurt
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Patrick Castells ha Christophe Abramowitz o doa heuliet Nolwenn Leroy e-pad ar bloaz 2005, digarez dezho da skrivañ ul levr diwar-benn ar ganerez. N'eo ket un emvuhezskrid met un danevell eus ar mare m'edo ar ganerez o fardañ hec'h eil albom.
Kanet he doa Nolwenn Leroy evit Les Enfoirés abaoe 2006.
Emañ o vevañ gant ar c'hoarier tennis Arnaud Clément.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|