Naig Gars
Naig Gars (Anne Le Gars e marilh ar boblañs) zo ur stourmerez vreizhat. Kelennerez Istor ha douaroniezh eo.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet eo bet d'an 11 a viz Du 1956 e Kemper. Eus Brieg eo he familh, seizh bugel enni. Goude he bachelouriezh e labouras evel gwerzherez e stal he mamm-gozh. Er gounezerezh e labouras goude. Kendelc'her gant e studioù a eure betek tapout un DEUG e 1982.
Eveshaerez ha studierez e voe etre 1982 ha 1987. Goude ur vestroniezh Istor e 1985 e tapas an diplom CAPES e 1987. Kelennerez eo abaoe er c'hlasoù divyezhek. Ganet he deus daou vugel : Anna e 1982 ha Yann e 1984.
Ar stourmerez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Stourmerez eo bet abaoe ar bloavezhioù 1973, 1974 ha 1975 en he lise.
Kendalc'het he deus war meur a dachenn (ekologiezh, gwir ar merc'hed, brezhoneg, stourm evit ar brizonidi politikel breizhat (Kuzulioù an Distaoliadeg / KAD hag all). Emezelañ a reas en Emgann pa voe krouet ar strollad e 1983. Anvet e voe da vouezh aotreet ar strollad e 1987. Pellaat a reas diouzh Emgann adalek 1993.
Skrivet he deus meur a levr ha krouet ar gevredigezh Ijin e 1995 evit stourm evit sevenadur Breizh e bro Gemper.
E miz Gwengolo 1999 ec'h emezelas en UDB.
Dilennet e voe e kuzul-kêr Pluguen e 2001. Eilmaerez karget eus ar c'hehentiñ e voe. Dilennet e voe da guzulierez e Rannvro Breizh e 2004 hag a-nevez e 2010. Anvet e voe da ezelez eus kuzul-merañ Ofis Publik ar Brezhoneg e 2010 ivez.
E 2014 e kemeras penn ul listenn Gauche bretonne, Kemper a-gleiz evit an dilennadegoù kuzulioù-kêr (6,06% eus ar mouezhioù e c'hentañ tro).
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E galleg
- 1995 : Breizh Europa, histoire d'une aspiration, IJIN.
- 1996 : Marie Le Bec : Chronique de Menez Banal, oberenn istorel, Keltia Graphic.
- 1999 : Les bretons par eux-mêmes, An Here.
- E brezhoneg
Mammennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lionel Henry : Dictionnaire biographique du mouvement breton XX-XXIe siècles, Yoran Embanner, 2013.