Saint-Thurien
Neuz
Saint-Thurien a oa ur gumun c'hall e departamant Eure, e Normandi. Kendeuzet e voe gant Fourmetot ha Saint-Ouen-des-Champs d'ar 1añ a viz Genver 2019 d'ober ur gumun nevez anvet Le Perrey.
Dont a ra anv ar gumun eus hini ur sant hag a zo ivez en orin kumun Sant-Turian e Breizh. Merzout a c'haller emañ Sant-Thurien just e-kichen kumunioù Conteville, Marais-Vernier ha Saint-Samson-de-la-Roque, kumunioù eus Normandi hag a oa stag ouzh eskopti Dol gwechall.