Mont d’an endalc’had

Yezhoù predenek

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Predeneg)
Ar broioù predenek er VIvet kantved

Graet e vez predeneg[1] eus ar yezh pe yezhoù keltiek peuzdianavezet a veze komzet en Enez Vreizh (pe Preden) hag e Manav ivez moarvat, betek ar VIIvet kantved. Diwar ar yezh-se e teu ar brezhoneg, ar c’hembraeg, hag ar c’herneveureg.

Un nevezc'her e oa predeneg[2] pa voe implijet gant Arzel Even e 1962 da dreiñ an anv saoznek Brythonic, a zo brythoneg e kembraeg, brittonique e galleg, hag a zo « brezhoneg », ha netra ken. Savet eo bet evit ober ar c'hemm istorel etre « brezhoneg » kozh Enez Vreizh ha brezhoneg Breizh, evel ma c'hallfed ijinañ un anv da ober ar c'hemm etre galleg ar Grennamzer hag ar galleg abaoe an Azginivelezh, a zo gerioù ijinet gant an istorourien ivez. Savet eo diwar ar ger Preden, deuet eus an anv kembraek Prydain, evel pa vije bet ur yezh hepken e Preden, ha Brezhoned hepken. Estreget Brezhoned a oa e Preden : Pikted, Skoted (Dál Riata) ha Saozon aodoù ar reter.

Skourr predenek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur skourr eo eta eus ar yezhoù keltiek ; unan eus ar skourroù all e oa ar gouezeleg, komzet en Iwerzhon, en deus roet an iwerzhoneg, ar manaveg, ha gouezeleg Bro-Skos. Preden, amprestet digant Prydain e kembraeg deuet eus Priten e hengembraeg, a zo ur stumm nes-kar d'ar ger *Pritan- « Breizh-Veur, Enez Vreizh », treuzskrivet Prettanikē pe Brettaniai gant ar C'hresianed ha Britannia gant ar Romaned.

Ar c’hemm brasañ a zo etre ar yezhoù gouezelek hag ar yezhoù predenek eo ar c'h-/q/ keltiek a zo emdroet e /p/ e predeneg hag e /k/ e gouezeleg, diwar-se da skouer mab e predeneg ha mac e gouezeleg.

Adalek aloubidigezh ar Romaned ez eus bet amprestet bernioù gerioù digant al latin hag eus an amzer-se e teu gerioù brezhonek evel brec'h, skol, pont pe anvioù deizioù ar sizhun...

Ar pikteg, komzet el lodenn uhelañ eus an enezenn (e (norzh Skos hiziv) a oa ur yezh predenek ivez moarvat, daoust ma n’eo ket bet ken latinekaet, dre ma n’eo ket bet aloubet ar Bikted gant ar Romaned. Darn a lavar o doa kaozeet ar Bikted ur yezh all a-raok ha n’eo ket indezeuropek, met n’eo ket ali an holl yezhourien war ar poent-se.

Aet eo ar pikteg da get hag ivez predeneg an Hanternoz (komzet e su Skos hag e gwalarn Bro-Saoz: Cumbria) da heul lanv ar saozneg hag ar gouezeleg. Predeneg ar c’hornaoueg a zo deuet da vezañ ar c’hembraeg, ha hini ar mervent ar c’herneveureg.

Ar brezhoneg a zo bet degaset en tu-mañ d’ar mor gant tud eus Enez Vreizh deuet da ziazezañ el ledenez a zo deuet da vezañ Breizh-Vihan pe Breizh hepmuiken.

N'ouzer ket re vat pegoulz eo bet diforc'het ar yezhoù predenek diouzh ar yezhoù gouezelek.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Implijet da skouer e-barzh Al Liamm : Léon Fleuriot, "Dihelloù nevez a-zivout an hengelteg hag an darempredoù etre predeneg ha kelteg an douar-bras" (brezhoneg gant Mark Kerrain) niv.241, Meurzh-Ebrel 1987.
  2. Preden zo e Geriadur Vallée, pajenn 81, predeneg n'emañ ket.