Mont d’an endalc’had

erv

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Park aret : antoù hag irvi (ster 2).

Etimologiezh

Dont a ra eus ar ger keltiek *arwī a zeufe eus ar wrizienn indezeuropek *h₂erh₃-uo- « aradus » a gaver er gerioù arvum « douar-labour » e latin, ároura (ἄρουρα) « douar-labour » en henc'hresianeg hag urvárā (उर्वरा) « douar atil » e sañskriteg. Kar d'ar gerioù arat, arar.
Da geñveriañ gant ar gerioù erw « akr (= 40,47 ar) » e kembraeg hag erow « akr » e kerneveureg.

Anv-kadarn 1

erv /ˈɛrw/ /ˈɛːro/ gourel, benel a-wechoù (furm vihanaat : ervig, liester : ervioù, irvi)

  1. Roudenn hir, strizh ha bas a zigorer en douar troet gant un arar, ur varr, hag all
  2. (Ent strizh) Lodenn uhelañ an douar troet gant an arar ; bomm
  3. (Dre astenn-ster) Ervenn legumaj en ul liorzh
  4. (Dre hevelebiezh) Savenn hir ha strizh a draezh, bili pe vein a serr un ouf, a zisparti loc'hoù diouzh ar mor
  5. (Dispredet) Unanenn c'horread zo etre 60 m² ha 240 m² dezhi hervez al lec'hioù

Gerioù heñvelster

Gerioù enepster

Deveradoù

Troioù-lavar

Troidigezhioù

1. Roudenn zigoret gant an arar
2. Bomm (riblennad etre daou ant)
3. Ervenn legumaj
4. Savenn draezh a zisparti loc'hoù diouzh ar mor
5. Unanenn c'horread

Gwelet ivez