hel
Neuz
Brezhoneg
- hen, her, dirak ar gensonenn "l":
- Kemeret a riz va zrede alc'houez, hel lakaat a riz enn or..., [...]. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 123.)
- Evidoc'h, ma fried, ma c'halon hel lavar
N'eo ket em c'hiriegezh mar hoc'h eus bet glac'har
Mar n'eo ket bet hon ti evel ur baradoz
N'eo ket ma c'harantez ezvezant zo bet kaoz. — (Fañch an Uhel, Sainte Tryphine et le Roi Arthur, Presses Universitaires de Rennes, Terre de Brume, 2002, p. 420.) - - Tra neñvel ! Hi ar fulenn, a c'hwezh an tan, ha hi ar feunteun, hel lazh... — (Youenn Drezen, Sizhun ar Breur Arturo, Al Liamm, 1971, p. 61.)
- [...] ha, setu perak, eo falvezet ganin hel lakaat amañ war e hed, petra bennak ma vo kavet hirik-mat marteze. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 33.)
- E pe vloavezh 'ta, e 1783 pe e 1789, e oa ganet ma mamm-guñv ? N'on ket gouest d'hel lavarout. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 8.)
- [...], rak doujañ a rae an Aotrou Doue ha nepred — hel lavaret hon eus dija — n'en defe kredet pec'hiñ a-enep d'an navet gourc'hemenn pa vefe bet en e skiant vat. — (Langleiz, Romant ar Roue Arzhur/levrenn I : Marzhin, Al Liamm, 1975, p. 117.)