Mont d’an endalc’had

lez

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Etimologiezh

anv-kadarn 1 :
Dont a ra eus ar ger keltiek *lets-, deveret eus an anv-kadarn *letos « kostez » en deus roet led e brezhoneg. Kar d'an anv-gwan ledan.
Da geñveriañ gant ar ger leis « morzhed » en iwerzhoneg.
anv-kadarn 2 :
Kavet en henvrezhoneg lis « ti-annez kloz, porzh » ; dont a ra eus ar ger keltiek *φlisso-[1].
Da geñveriañ gant ar gerioù llys e kembraeg, lys, les e kerneveureg ha lios en iwerzhoneg.

Anv-kadarn 1

lez /ˈleːs/ benel (daouder : divlez ; liester : lezioù)

  1. (Korfadurezh) Balir kostez al lestr zo etre an dargreiz ha penn uhelañ an divorzhed.
    • Divlez un den.

Gerioù kevrennek

Troidigezhioù

Anv-kadarn 2

lez /ˈleːs/ benel (liester : lezioù)

  1. Lec'h annez ur roue, ur priñs, un aotroù hag e goskor
  2. Hollad an dud a vev en-dro d'ur roue, d'ur priñs
  3. (Gwir) Lec'h ma vez rentet ar justis ; lez-varn

Deveradoù

Anv-kadarn 3

lez /ˈleːs/ gourel (liester : lezoù)

  1. (diwar-benn ar mor, ar stêrioù) Glann, ribl
  2. (diwar-benn ar c'hoadoù) Bevenn

Deveradoù

Furm verb

lez /ˈleːs/ gourel

  1. Furm ar verb lezel e trede gour unan an amzer-vremañ, en doare-disklêriañ.
  2. Furm ar verb lezel en eil gour unan an doare-gourc'hemenn.


Daveoù

Roll an daveoù :