-omp
Neuz
Gwelet ivez : omp |
Brezhoneg
- → Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)
Dibenn-ger
-omp /ɔ̃mp/
- Dibenn-ger a dalvez da sevel furm ar verboù reizh pe amreizh e kentañ gour lies an amzer-vremañ, en doare-disklêriañ.
- Ni ne lonkomp ket, evañ a reomp.
- Dibenn-ger a dalvez da sevel furm ar verboù reizh pe amreizh e kentañ gour lies an doare-gourc'hemenn
- — [...], dalc'homp da vont eta, ha na gollomp ket a amzer. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 56.)
- C'hoariomp un taol c'hoazh. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/2, Al Liamm, 1985, p. 60.)
- — Chomomp, p'hoc'h eus c'hoant, met gwelet a refet. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 168.)
- Goulennomp lojañ amañ ... — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 170.)
- Disoñjomp un dra ker poanius all ha bezomp gwir vreudeur gant karantez leizh hor c'halon. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 51.)
- Evomp ur chopinad . — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 16.)
- Gwelomp, evel ma lavare an dall. Bomm-lavar.
- Labouromp gwellañ ma c’hellimp hep ober van eus an dud dibreder n’o deus ken micher nemet ka(v)out abeg e kement a ra ar re all. MAVR X.
- en araogennoù: ac'hanomp, dindanomp, eveldomp, ennomp, warnomp...