409
Neuz
1162 Ab Urbe Condita = 409 goude J.-K.
Bloavezh boutin, o kregiñ hag hoc'h echuiñ gant ur Gwener.
Bloavezhioù : | |
Dekvedoù: 380 390 - Bloavezhioù 400 - 410 420 | |
Kantvedoù: IVe kantved - Vvet kantved - VIvet kantved | |
Milvedoù: Iañ milved kt JK - Iañ milved - Eil milved |
Darvoudoù
Europa
Impalaeriezh roman
- Impalaer ar C'hornôg : Honorius (10.01.393 / 15.08.423)
- Impalaer ar Reter : Theodoz II (01.05.408 / 28.07.450)
- Attalus (Priscus Attalus), prefed ar Gêr; anvet augustus = impalaer gant ar Sened war urzh Alarig, e penn kentañ miz Du 409 (>410)
- Koñsuled : Honorius Aug. VIII (Kornôg) & Theodosius II Aug. III (Reter). Constantinus Aug. I (e Galia)[1]
-------------------------
- Roue ar Vizigoted : Alarig In (395 / 410).
- Un arme bihan eus 6000 soudard, kaset gant Honorius eus Ravenna evit difenn Roma, a zo faezhet betek an den diwezhañ gant Alarig.
- Goulenn a ra Alarig an aotre d'en em staliañ en norz Italia hag er Balkanoù. Goulenn dinac'het gant Honorius. Alarig a lak neuze e grabanoù war solieroù greun Ostia, evit naonegañ kêr Roma. Truez a zo goulennet da Alarig gant ar Sened Roma. Hemañ, trec'h gantañ, a c'houlenn start hag Honorius a vefe diskaret, ha lakaet Priscus Attalus en e blas.
- Kerkent anvet impalaer, Attalus a zav Alarig e penn an arme, Athaulf, e vreur-kaer, e penn gward an Impalaer war c'hezeg, Valens, tec'hour diouzh kamp Honorius, magister equitum, ha Lampadius, eus tu ar Baganed, prefed ar Pretordi. An doare nevez se a zo asantet gant Italia hag Afrika [2]
Britannia romania, Galia, Germania romania, Hispania
- Constantinus III (407 / 411) ha Constant, staliet en Arle
- Prefed ar pretordi Galia : Claudius Postumus Dardanus
- Vandaled, Alaned, Sueved, a dremen e bro Spagn, eus 29 Gwengolo d'an 13 Here.
- Taget eo hanternoz Britannia romania (Breizh-Veur) gant ar Bikted hag ar Skoted assemblez.
Afrika
Reter nesañ
Azia
Arzoù, skridoù, ha skiantoù
Relijionoù
- Sul Fask : 18 Ebrel
- Pab : Inosant I (22.12.402 / 12.03.417)
Ganedigezhioù 409
Gwelet ivez: Rummad:Ganedigezhioù 409
Marvioù 409
Gwelet ivez: Rummad:Marvioù 409