Mont d’an endalc’had

Numidia

Eus Wikipedia
Stumm eus an 15 Mez 2019 da 13:44 gant Bianchi-Bihan (kaozeal | degasadennoù) (liamm mat)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)
Kartenn eus Numidia (war-dro 220 kent JK), a ziskouez rouantelezhioù Sifaks ha Gaia (tad Masinissa).

Numidia a oa ur rouantelezh savet gant Massinissa en Henamzer, hag a badas etre 202 kent JK ha 46 kent J.-K. Edo e reter Aljeria a vremañ, stok ouzh rouantelezh Mauretania (Maroko hiziv ha kornôg Aljeria) er c'hornôg, ha proviñs roman Africa (Tunizia hiziv) er reter, ar Mor Kreizdouar en norzh, hag ar Sahara er su. Annezet e oa gant Berbered. Sellet e vez outañ evel ar c'hentañ Stad eus istor Aljeria. Da gentañ e oa ur rouantelezh emren ha da c'houde e teuas da vezañ a bep eil ur broviñs roman hag ur Stad sujet. Cirta (Constantine en amzer an drevadenn c'hall) e oa ar gêr-benn hag eno e voe kavet bez ar roue Massinissa.

Numidia he deus bet meur a roue. Ar re vrudetañ a zo Gaia (roue), Massinissa, Mikipsa, Jugurta, Juba Iañ, Juba II ha Ptolemaios. Berbered chomidik pe kantreer, an Numided a oa rannet e meuriadoù disheñvel. Re reter Numidia a raed Massylii anezhe (eus Mis Iles, Iles a oa tad-kozh-iou Massinissa) ha re ar c'hornôg a veze anvet Massaesyli.

Ar roue Massinissa, saver rouantelezh Numidia

En III kantved kent J.-K. e oa rannet Afrika an Norzh e teir Stad poblet gant Berbered : hini ar Maoured, hini Mauretania a oa etre ar Meurvor atlantel hag ar stêr Mulucha, hini ar Masaesyli er c'hreiz, eus ar stêr Mulucha betek ar stêr Amsaga, renet gant ar roue Sifaks, hag erziwezh, e reter Kartada, rouantelezh ar Massyli, etre ar stêr Ampsaga (Oued-el-Kebir) ha tiriadoù Kartada.

En em gannañ a reas ar Masaesyli hag ar Massylii e 203 kent J.-K. en Emgann ar c'hompezennoù bras e diwezh an Eil brezel punek. Goude se e tegasas Massinissa, penn ar Massyli, ur skoazell a-bouez da drec'h Republik Roma war Gartada. Massinissa a zeuas a-benn neuze da unvaniñ Numidia a rene neuze holl an douaroù etre ar stêr Moulouia er c'hornôg ha Cyrenaica er reter. Dont a reas a-benn da viret emrenerezh e rouantelezh o tennañ e vad gant finesa eus an eneberezh etre Roma ha Kartada. Massinissa a lakas e penn pep proviñvs ur gouarnour hag e penn pep meuriad un « Amokrane » (ar penn meuriad). Eguzul, dek den ennañ, a eilas anezhañ gant efedusted en e bolitikerezh hag en e velestradur. E-touez an dek kuzulier e oa tri eus e vibien : Mikipsa a rae war-dro aferioù zo en e lec'h, Gulussa, karget da ren an armeoù ha Mastanabal e karg eus teñzor ar roue. Krouiñ a reas pezhioù moneiz ma weled e benn. Mervel a reas Massinissa e 148 kent J.-K..

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]