Mont d’an endalc’had

Argouroù

Eus Wikipedia
Stumm eus an 9 Her 2018 da 13:25 gant Lagad Zoltec (kaozeal | degasadennoù) (Dizober kemmoù 1808111 a-berzh Bianchi-Bihan (kaozeal) Sonn eo an daveoù a roan.)
An argouroù, gant Vasili Poukirev.

An argouroù zo ur voazamant [1] kozh hag a gaver c'hoazh e broioù zo, da reiñ arc'hant pe vadoù d'ur paotr nevez a-berzh tud ar plac'h nevez evit kadarnaat un eured.

Hir eo istor an argouroù, ur voazamant a zo boutin da veur a sevenadur en Europa, Suazia, pe Afrika. Kemmañ a ra ar ster ivez hervez ar sevenadurioù met alies e servij da ober war-dro ar wreg en he ziegezh nevez, hag evit se eo e vez roet d'ar gwaz da verañ keit ma pado ar briedelezh. Pa vez torret an eured e rank an argouroù bezañ rentet d'ar vaouez.

Notennoù

  1. Ger benel ha gourel (f./m.) hervez Devri ; ger gourel hervez Geriadur Al Liamm (2014) p. 95-b.