2019
Neuz
Bloavezhioù |
---|
../.. 2013 2014 2015 2016 2017 2018 - 2019 - 2020 2021 2022 2023 2024 2025 ../.. |
Dekvedoù |
1990 - 2000 - Bloavezhioù 2010 - 2020 2030 |
Kantvedoù |
XIXvet kantved - XXvet kantved - XXIvet kantved |
Diwar-benn bloavezh 2019 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ.
Deiziadurioù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Klotañ a ra bloavezh 2019 an deiziadur gregorian gant ar bloavezhioù-mañ :
- Deiziadur hebraek : 5779 / 5780
- Deiziadur muzulman : 1440 / 1441
- Deiziadur pers : 1397 / 1398
- Deiziadur sayana : 1940 / 1941
- Devezhioù juluan : adalek 2 458 484,5 betek 2 458 849,5
- Bloaz nevez Sinaat : 4717 (bloavezh ar pemoc'h douar adalek ar 5 a viz C'hwevrer 2019)
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1añ a viz Genver : dont a ra Jair Bolsonaro da vezañ prezidant Brazil.
- 3 a viz Genver : an egorlestr sinaat Chang'e 4 a erru war an tu disgwel eus al Loar.
- 14 a viz Genver : muntret eo maer Gdańsk, e Polonia, a daolioù kontell, e-pad ur sonadeg.
- 21 a viz Genver : fallaenn war al loar.
- 21 a viz Genver : aet eo ar melldroader Emiliano Sala diwar wel en ur gwallzarvoud nijerez a-us Mor Breizh.
- 25 a viz Genver : gant Parlamant Gres eo degemeret an anv Makedonia an Norzh evit ar stad amezek bet e Yougoslavia, ar pezh a laka fin d'un disemglev etre an div stad-se.
- 25 a viz C'hwevrer : embannet he deus Lez-varn Etrebroadel Den Haag e tlefe an inizi Tchagos bezañ rentet gant ar Rouantelezh Unanet da enez Moris.
- 15 a viz Meurzh : gant un Aostralian gouennelour eus an tu-dehoù pellañ ez eus lazhet 49 den e div voskeenn eus Christchurch e Zeland-Nevez.
- 2 a viz Ebrel : goude ouzhpenn ugent vloaz e penn Aljeria, Abdelaziz Bouteflika en deus roet e zilez eus e bost a brezidant ar vro da-heul manifestadegoù bras a-enep dezhañ e-pad meur a sizhun.
- 11 a viz Ebrel : Omar al-Bashir a rank kuitaat e garg a brezidant Soudan abalamour d'un taol-stad gant an arme, goude manifestadegoù bras a-enep dezhañ.
- 15 a viz Ebrel : tan-gwall bras en iliz-veur Notre-Dame e Pariz.
- 28 a viz Ebrel : en dilennadeg kannaded e Spagn e erru ar PSOE da gentañ, hep ma vefe ar muianiver eus ar sezioù gantañ e-unan avat.
- 18 a viz Mae : da-geñver 30vet deiz-ha-bloaz ar manifestadegoù war blasenn Tian An Men eo berzet Wikipedia e kement yezh zo gant gouarnamant Republik Pobl Sina.
- 19 a viz Mae : gant ar Bharatiya Janata Party, renet gant Narendra Modi, eo aet ar maout e dilennadeg kannaded India.
- 26 a viz Mae : dilennadeg kannaded Parlamant Europa en 28 stad eus Unaniezh Europa.
- 9 a viz Mezheven : manifestadeg gant ur milion a dud e Hong Kong a-enep an danvez-lezenn kinniget evit kas tud da Republik Pobl Sina da vezañ barnet.
- 16 a viz Gouere : dilennet eo Ursula von der Leyen da brezidantez Komision Europa gant kannaded Parlamant Europa.
- 24 a viz Gouere : dont a ra Boris Johnson da vezañ Kentañ Ministr ar Rouantelezh Unanet.
- 12 a viz Gwengolo : Richard Ferrand, kannad pastell-vro Karaez ha prezidant ar Vodadenn Vroadel c'hall, zo lakaet dindan ensell gant barnerien Lille evit bezañ bogodet arc'hant diwar-goust ar Mutuelles de Bretagne.
- 14 a viz Gwengolo : manifestadeg ha piknik e Traezh Beleg, e Terrug, da wareziñ an anvioù-lec’h brezhonek ha da stourm ouzh an divrezhonekaat sevenet gant maered zo ha gant ar Post gall.
- 26 a viz Gwengolo : tan-gwall el labouradeg Lubrizol e Rouan, e Normandi.
- 7 a viz Here : 20 loarenn nevez zo bet kavet en-dro d’ar blanedenn Sadorn gant steredoniourien, ouzhpenn an 62 a oa anavezet dija.
- 9 a viz Here : taget eo Kurdistan Siria gant arme Turkia.
- 14 a viz Here : gant lez-varn uhelañ Spagn ez eus kondaonet nav folitikour katalan da gastizoù etre 9 ha 13 vloaz toull-bac'h abalamour d'o ferzh en aozadur ar referendom war dizalc'hidigezh Katalonia e 2017.
- 17 a viz Here : en afer Fañch Bernard eo embannet barnadenn al Lez-terriñ ha distaolet azgalv prokulor Roazhon a-enep an dildenn (~) en anv ar paotrig Fañch ganet e miz Mae 2017.
- 19 a viz Here : ouzhpenn 500 000 den a gemer perzh en ur gerzhadeg vras evit ar frankiz e Barcelona, evit sevel a-enep ar c'hastizoù pounner lakaet war bolitikerien gatalan.
- 22 a viz Here : un impalaer nevez, Naruhito, a bign war dron Japan, e-lec'h Akihito, a zo bet impalaer e-pad tregont vloaz.
- 24 a viz Here : tennet eo korf an diktatour Francisco Franco eus e vez er Valle de los Caídos ha kaset da vered Mingorrubio e Madrid.
- 8 a viz Du : dont a ra Luiz Inácio Lula da Silva er-maez eus an toull-bac'h da-heul un diviz gant Lez-varn uhelañ Brazil.
- 23 a viz Du : en ur referendom en enez Bougainville e sav ar braz eus an dud a-du gant bezañ dizalc'h diouzh Papoua Ginea-Nevez.
Marvioù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jacques Chirac, bet prezidant Bro-C'hall.
- Johnny Clegg, soner ha kaner eus Suafrika.
- Alan García Pérez, bet prezidant Perou.
- Yann-Fañch Kemener, kaner brezhonek.
- Niki Lauda, bleiner Formulenn 1.
- Toni Morrison, skrivagnerez stadunanat.
- Robert Mugabe, bet prezidant Zimbabwe.
- Raymond Poulidor, marc'hhouarner gall.
- Tomi Ungerer, treser elzasat.