Alea jacta est
Neuz
Alea jacta est (Taolet eo an diñs !) zo ur bomm latin a vije bet lavaret gant Caius Julius Caesar e 49 kent JK pa dreuzas ar stêr Rubikon, un harz hag a oa difennet outañ, da vont da Roma da gemer ar galloud. Hervez an istorourien Ploutarc'hos, Suetonius, hag Appianus e voent distaget e gregach d'an 12 a viz Genver 49 kent JK : « Ἀνεῤῥίφθω κύϐος. » (Anerrhíphtô kýbos).
Ster
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evezhiadennoù war ar yezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War-dro 1950 e voe graet an evezhiadennoù-mañ[1],[2],[3]:
- e gregach e vije bet komzoù Caesar, ha n'eo ket e latin;
- gant Suetonius e voe troet fall gant alea jecta est, rak n'eo ket « taolet eo an diñs » ster ar frazenn e gregach met « an diñs ra vo taolet ».
Da neuze n'eu nemet un droidigezh vat: « jacta alea esto».