Alfonso Iañ d'Este
Alfonso I d'Este (Ferrara, 21 a viz Gouhere 1476 - 31 a viz Here 1534), eus an tiegezh Este, a oa dug Ferrara, Modena ha Reggio Emilia.
Gwarezour an arzoù hag al lizhiri e oa, ha dreist-holl hini Ludovico Ariosto.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mab e oa d'an dug Ercole Iañ d'Este ha da Eleonora di Napoli. Dimeziñ a reas da Anna Maria Sforza en 1491, met mervel a reas e wreg yaouank en 1497.
Pevar bloaz diwezhatoc'h e timezas da Lucrezia Borgia, merc'h ar pab Alesant VI. Anvet e voe da zug war-lerc'h marv e dad e 1505. Perzh a gemeras er brezelioù etre Venezia ha Stadoù ar Pab, hag en tabutoù a veze etre Bro-C'hall ha Spagn evit ren en Italia.
Un irienn a voe savet en e enep gant e zaou vreur yaouankañ Ferrante d'Este ha Giulio d'Este (1506) ha kastizet kriz e voent.
E 1508 en em glevas gant ar pab Jul II e Kevre Cambrai a-enep Venezia. Anvet e oe da c'h-gonfaloniere, advoue eskopti Iliz Sakr Roma (1509), hag en anv-se eo ec'h aloubas ar Polesine hag e faezhas arme Venezia e Polesella en 1509 gant skoazell e vreur kardinal Ippolito d'Este. Eskumunuget e voe ha diberc'hennet eus e vadoù gant ar pab e 1510 dre ma n'houle ket ober ar peoc'h evel ar pab gant Venezia. Tennet e voe digantañ dugelezh Modena, Carpi ha Mirandola a voe aloubet e 1511 gant armeoù ar pab.
E-pad brezel ar C'hevre Santel e reas emglev gant Bro-C'hall, ha gant e ganolioù brudet e kemeras perzh en emgann Ravenna e 1512 hag en trec'h.
Netra avat ne c'hounezas en afer, nemet disammet e voe eus an eskumunugenn. Koll a reas zoken, pa voe aloubet Reggio Emilia gant dug Urbino (1512), hag heñvel gant Garfagnana skrapet gant aotrouien Lucca.
Adkemer a reas Reggio pa varvas ar pab Adrian VI (1523), ha Modena (1527) pa reas emglev gant an impalaeriezh, da'r mare ma oa bec'h etre Karl V hag ar pab Klemañs VII. En em glevout a reas adarre gant ar C'hallaoued e 1528, met darbet e voe dezhañ koll pep tra gant Peoc'h Cambrai e 1529. C'hoari fin a reas ha tommaat a reas ouzh Karl V en-dro ma voe anavezet e wirioù gant an impalaer war Reggio ha Modena en 1530, pa ne felle ket d'ar pab mont betek ober kemend-all.
E vugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]C'hwec'h bugel en doe digant e eil pried Lucrezia Borgia :
- Alessandro d'Este (1505);
- Ercole II d'Este (1508-1559), dug Ferrara;
- Ippolito II d'Este (1509-1572) , kardinal;
- Eleonora d'Este (1515-1575);
- Francesco d'Este (1516 –1578);
- Isabella Maria d'Este (1519-1521).
Digant e serc'h Laura Dianti en doe daou vab:
- Alfonso d'Este, markiz Montecchio (1527-1587);
- Alfonsino d'Este (1530-1547).
E varv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mervel a reas diwar ur regofad, evel e vreur ar c'hardinal Ippolito II d'Este. War e lerc'h e renas e vab Ercole II d'Este.
En e raok Ercole Iañ d'Este |
Alfonso Iañ d'Este Dug Ferrara Dug Modena ha Reggio |
War e lerc'h Ercole II d'Este |