Mont d’an endalc’had

Arz al luc'hskeudennerezh

Eus Wikipedia

Ul lodenn eus ur raktres kaset da benn gant Lise Diwan Karaez eo ar pennad-mañ.


Krouet eo bet ar bajenn-mañ gant ul lisead·ez. Evit gouzout hiroc'h, kit da welet amañ. Gallout a rit reizhañ ar pennad, met evit mad ar raktres e vefemp plijet mar rofec'h hoc'h ali diwar al labour (hag a vo priziet) bet graet gant al lisead·ez ; grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


  • Pa vo bet bet kaset ar raktres da bennvat ha goude ma vo bet reizhet ar pennad e vo mat tennañ kuit ar patrom-mañ.

Arz al luc'hskeudennerezh a reer eus an teknikoù a zo bet ijinet evit kemer poltredoù. Amañ e vo studiet e orin, penaos eo bet krouet, gant piv, hag e emdroadur er bed a-hed an amzer.

Al luc'hskeudenniñ a oa gwelet evel ur reizhiad nevez evit kemer lec'h al livouriezh hag an tresañ, evit skeudenniñ ar bed tro-dro deomp. Evit en ober e oa ret ijinañ ur c'hempennadur optikel evit krouiñ ur skeudenn hag he lakaat war ur skor dre un doare-ober kimiek. A-hed ar bloavezhioù ez eo bet kemmet an doare-ober-se hag anzavet eo bet ar poltriji evel un teknik arzel.

Istor ar poltred kentañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar poltred kentañ, gant Nicéphore Niepce e 1826
An daguerréotype

Evit lod tud, an teknik da gemer ur skeudenn a oa anavezet abaoe pell, da skouer gant Aristoteles (-384 – -322). Gouzout a rae lakaat ar gwirvoud e-barzh ur voest, ha ret e oa ober un toull er gambr zu evit gwelout ar skeudenn eilpennet.

Adalek 1780, an ijinour gall Jacques Charles (1746-1823), brudet evit e labourioù war an hidrogen, a zeuas a-benn da sonnañ un drolinenn a-drugarez d'ar gambr du, war baper gant klorur arc'hant (AgCl) ha kouevr ennañ.

Nicéphore Niépce (1765-1833), un ijinour eus Chalon-sur-Saône, a reas un taol-arnod gant ar c'hlorur hag ar c'houevr en ur ouzhpennañ nitrat arc'hant (AgNO3) ha sodiom evit ma chomfe ar skeudenn war ar paper. Klask a reas lakaat ar skeudenn war plakennoù staen gant ur seurt koultron naturel anvet Judée warnañ. Ar c'houltron-se a servije da galetaat ar skeudenn. Diwar an taol-arnod-se e teuas ar poltred kentañ er gouloù, e 1826.

Pa seller pizh ouzh al luc'hskeudenn-se e weler ez eo dibar ar gouloù enni : an heol zo e kaoz, rak troet en deus eus an tu kleiz d'an tu dehou, gant ur gouloù dizingal a-hed an devezh. Ret eo gouzout e veze lakaet ar poltriji da sec'hiñ dindan an heol e-pad 14 eurvezh da vihanañ ha betek 18 eurvezh.

Goude marv N. Niépce e kendalc'has e genlabourer Louis Daguerre (1787-1851) da ober enklaskoù. Dont a reas a-benn da wellaat c'hoazh sklêrijenn ar poltred. E 1838 e tiskouezas e ijinadenn, an daguerréotype da François Arago (1786-1853), ur skiantour brudet d'ar mare-se. A-du gant labourioù Daguerre e savas Arago, a ginnigas an ardivink hag al luc'hskeudennoù kentañ da Akademiezh ar Skiantoù ha da Akademiezh an Arzoù-kaer e miz Genver 1839. Adalek an deiz-se ez eo bet lavaret e oa bet ijinet ar poltred kentañ e 1839, deiziad ofisiel. A-drugarez d'an daguerréotype-se e voe berraet an amzer evit kaout ur poltred : 30 munutenn pa vez brav an amzer; e-lec'h 14-18 eurvezh.

Gwellaet a-galz eo bet teknikoù ar c'hemer poltriji. Disoc'hoù an enklaskoù war ar sujed a voe kemeret gant ar Stad c'hall, ha forzh piv a c'helle o gwellaat buan a-walc'h. Dre dri hent e voe araokadennoù :

  1. berraet eo bet c'hoazh an amzer da sec'hiñ dre greskiñ kizidigezh gorre ar skor ha skedusted ferennoù lagad ar benveg-luc'hskeudenniñ ;
  2. gwellaet eo bet stabilded ar skeudenn dennet ;
  3. eeunaet eo bet an ardivinkoù dre o skañvaat, o gwerzhañ marc'hatmatoc'h, o lakaat da implijout skoroù stabil diouzhtu hep labourioù kimiek, ha dre nivereliñ ar skeudennoù.

Ar film ouesk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur poltred war ur film ouesk
Ur voest-lizheroù Kodak e Pariz, 2007

Ar poltriji kentañ, e gwenn ha du, a voe krouet war plakennoù gwer. Strobus, pounner ha bresk e oa ar plakennoù-se avat. Neuze, e 1884, an ijinour stadunanat George Eastman (1854-1932) a lakaas filmoù ouesk e-pleustr. Ar filmoù-se a c'helle degemer meur a boltred er benveg.

Ur gwir reveulzi eo bet e bedig al luc'hskeudenniñ. Adalek ar mare-se ez eo bet krouet ar benveg Kodak kentañ gant an embregerezh Eastman. Ur wech kemeret ar poltriji e vezent kaset da Rochester e Stad New York evit bezañ diskuliet hag evit ma vefe adkarget ar benveg. Ur wech echuet e veze distroet an hollad d'e berchenn·ez.

Betek ar bloavezhioù 2000 e padas an doare-se, rak e 2007 e voe serret al labourva Eastman Kodak diwezhañ.

An ijinour gall Charles Cros (1842-1888) hag al luc'hskeudenner gall Louis Ducos (1837-1920) a ginnigas diazezenn al luc'hskeudenniñ gant livioù dre genliammañ an tri liv pennañ, anvet al livioù kentañ ivez : ruz, melen ha glas. An teknik-mañ a vo adpaket ha nevesaet gant ar Rus Sergey Prokoudin-Gorskyi (1863-1944) etre 1900 ha 1918.

Ret e voe gortoz 1935 koulskoude evit kaout binvioù a gemerfe poltriji gant livioù, a-drugarez d'ar filmoù Agfacolor graet gant an embegerezh Agfa en Alamagn ha da filmoù Kodachrome Eastman Kodak. Krouet e vo binvioù kalz modernoc'h, gant ur goc'henn ouesk. Met diaes c'hoazh e veze o implijout.

Gortozet e voe 1946 evit gellout ober poltriji liv en un doare simploc'h ha digor d'an holl, a-drugarez d'ar filmoù Ektachrome graet gant Kodak. Ar berzh-se a voe bevennet memestra, pa ne oa ket kalz a baper marc'hadmat : strishadurioù a oa c'hoazh goude an Eil Brezel-bed. Er bloavezhioù 1950 e voe adarre kresket ar berniadoù paper hag ingalet diouzh an ezhommoù.

Ar binvioù war ziorren

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar filmig kentañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Cent-Vues

E 1909, al luc'hskeudenner gall Étienne Mollier (1876-1962) a ijinas fardañ ur film bihan 35 mm a endalc'hfe 100 skeudenn 18 x 24 mm evit ar benveg Cent-Vues ("Kant-Dremm") bet ijinet gantañ ivez. Unan eus ar re vihanañ d'e vare e oa ar benveg-se.

Ar "C'hant-Dremm"-se zo bet savet e 1910. Da heul e c'hounezas Étienne Mollier priz kentañ ar genstrivadeg Lépine. Er memes lañs, ha hep gortoz betek re, e voe lakaet ar benveg-se e gwerzh war ar marc'had. Dre ziouer a vruderezh avat ne voe ket gwerzhet gwall galz anezho.

Ur Polaroid SX-70

E 1932, an ijinour stadunanat Edwin H. Land (1909-1991) a lakaas e pleustr ur film nevez kent diazezañ an embregerezh Poland Corp., a voe adanvet Polaroid e 1937. E1947 e tiskouezas ur benveg gouest da ziskuliañ ur poltred diouzhtu (nebeutoc'h eget 1 vunutenn) goude bezañ bet kemeret ; bloaz goude e voe lakaet ar benveg war ar marc'had. Binvioù modernoc'h-modernañ a voe fardet, betek ar Polaroid SX-70 (1972-1981) ; binvioù ha filmoù a gaver c'hoazh da brenañ hiziv dre an Internet.

Er bloaz 1838 e voe ijinet ar stereoskopiezh, da lavaret eo kemer div luc'hskeudenn war un dro ; Evit-se e oa ret gortoz ha leuskel ur pennadig amzer etre pep luc'hskeudenn. Ur skeudenn e bos a weled goude an diskuliañ, pa selled outi dre ur benveg a-ratozh (ar Wheatstone e 1938, ar Brewster e 1849). E 1850 e voe ijinet binvioù div ferenn zistag dezho evit ar stereokopiezh.

Un taol-lañs bras e voe e bed al luc'hskeudenniñ, hag er gevredigezh dre vras. Araokadennoù bras ar poltriji a vo stadet etre an XIXvet kantved hag an XXIvet kantved. E-touez disoc'hoù pennañ ar wagenn deknologel-se e voe unan dispac'hel, ar benveg niverel.

Binvioù bihanoc'h-bihanañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar skeudenn gentañ bet tapet gant ul Leica

E 1913 e krouas an ijinour alaman Oskar Barnack (1879-1936) ur benveg anvet Leica. Ar benveg-se a implije ar vent vihanañ gwelet e bed ar poltred. Al Leica a gemere luc'hskeudennoù 24x26 mm o ment. Ar vent-se zo chomet diouzh ar c'hiz betek dibenn an XXvet kantved.

Binvioù niverel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-drugarez d'an holl deknikoù stlennegel ez eo bet treuzfurmet pep skeudenn en ur strollad hirgarrezennoùigoù, pep a liv dezho, anvet piksel[1]. Diaes eo bet kas an teknik-se war-raok, ken disheñvel m'eo diouzh ar film ouesk pe ar goc'henn. Hiziv an deiz e vez graet pep tra gant an deknologiezh nevez-se. Evit kaout ur poltred a galite ez eo ret kaout ar muiañ a bikseloù ma c'heller ; da skouer, ur benveg 12 megapiksel (12 milion a bikseloù) a roio ur skeudenn 4 000 x 3 000 piksel.

Perzhioù mat an niverel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant al luc'hskeudennoù niverel e cheller degas kemmadennoù d'ur skeudenn, eilaozañ anezhi diouzh c'hoant, gant ma vo gant pep unan un urzhiataer gant ur programm arbennik pe stag ouzh ar benveg-luc'hskeudenniñ.

Ur frankiz ouzhpenn eo bet evit an dud krouiñ skeudennoù all estreget ar re a dapont gant o benveg. Burzhud an niverel en deus digoret dorioù nevez d'ar skeudenniñ.

Ur boum war Internet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2002 ez eus bet ur boum war Internet. Krouet ez eus bet lec'hiennoù ma'z eus bet tu da forzh piv da embann ar pezh en doa c'hoant, ha lakaat poltriji ha skeudennoù e-leizh e-barzh. Seurt lec'hiennoù zo deuet da vezañ brudet-tre evit al luc'hskeudennoù, evel al lec'hiennoù Skyblog (Bro-C'hall, 2002-2023) pe Facebook (SUA, 2004—), ma vez embannet bemdez milionoù a boltriji, skeudennoù pe bennadoù.

Merkoù disheñvel an niverel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-hed ar bloavezhioù 2000 ez eus bet ur bern merkoù nevez e bed al luc'hskenniñ niverel. Setu ar re bennañ :

Canon (18,7 %) ha Sony (15,8%) eo pennoù ar marc'had.

Al luc'hskeudennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe e grouidigezh ez eo liammet al luc'hskeudenniñ ouzh e ziorroadur teknikel. D'un arz brudet e vez lakaet bremañ. Gant an niverel e vo lakaet ar poltriji da renabl ar bed, eñvorennoù e memorioù an urzhiataerioù.

An niverel en deus kemmet bed al luc'hskeudenniñ dre e deknologiezh hag e c'halloudoù. Tu zo da gavout war-dro 20 arc'hwel e-barzh ur benveg niverel (kemmañ ar vent, ar goulaouiñ, hag all, hag all), a zo anavezet gant an holl implijerien bremañ. N'eo mui tud ar vicher nemetken a oar penaos falsañ pe eilaozañ ur skeudenn, diraezus d'an holl dud eo an teknikoù-se.

Al livadurioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-raok krouidigezh ar binvioù niverel e oa al livadurioù diouzh ar c'hiz. Ur pal a oa d'al livourien : livañ ar gwirvoud. Met gennet e oant, rak c'hoant o deveze da livañ ar faltazi ivez. Setu perak, adalek ma'z eo bet krouet ar benveg poltriji kentañ, o deus bet muioc'h a frankiz d'ober o arz.

Un arz brudet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Un arz brudet, digor d'an holl

Al luc'hskeudennoù zo erruet d'ur mare ma oa deuet da vezañ boutin kaout ur poltred bennak er gêr. Kentoc'h avat ne oa nemet ar vourc'hizien o devoa poltriji en o zi, pe livadennoù, rak koustus-tre e oa goprañ ul livour. Ne oa ket un arz digor d'an holl.

Hiziv-an-deiz, hogos forzh piv zo gouest da gemer ul luc'hskeudenn, gant ur poellgomz paneveken. Ar c'hemmoù a zo bet e teknologiezh al luc'hskeudenniñ o deud degaset kemmoù er gevredigezh ivez. An doareoù nevez-se da gemer poltriji zo bet anvet "Arz brudet" rak bremañ e c'hall forzh piv implijout ur benveg-luc'hskeudenniñ diouzh ar c'hoant.

Ur sell nevez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Al luc'hskeudenniñ zo lakaet da eilvet arz brudetañ er bed, goude al livouriezh ha damgevatal d'ar skinwel hag ar skingomz. Arzoù ar media a reer nezho.

Al luc'hskeudennerezh zo ur reizhiad teknikel ha mekanikel evit merañ un den, ul lec'h, un eñvor, war baper pe en un urzhiataer. Se zo ivez oberennoù arzel derc'hel, sinet gant un oberour·ez.

Al luc'hskeudennoù o deus kavet o hent betek bed an arz, en nann-gwirvoudel.

Luc'hskeudennerien vrudet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-douez an dud vrudetañ emañ Dimitri Baltermants (1912-1990), Yann-Arthus Bertrand (*1946), Robert Capa (1913-1954), Henri Cartier-Bresson (1908-2004), Anita Conti (1899-1997), Robert Doisneau (1912-1994), Josef Koudelka (*1938), Man Ray (1890-1976), ha kalz re all.

Festoù ha bodadegoù arzourien ar poltriji

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un nebeud gouelioù e bed al luc'hskeudenniñ :

  1. Eus ar saozneg pixel, diwar pics "skeudennoù" hag el-(ement) "el-(fenn)".