Mont d’an endalc’had

Atol das Rocas

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Atoll das Rocas)
Atoll das Rocas; gwelet a reer an div enezennig eus tu kornaoueg al lagon.
An tour tan-kozh hag an hini nevez en Illa do Farol.

An Atol das Rocas (atoll ar c'herreg e brezhoneg) zo un atoll er Meurvor Atlantel, 267 km er biz da gêr Natal hag aod stad Rio Grande do Norte m'eo stag outi ent-velestradurel, ha 145 km er c'huzh-heol da Enezeg Fernando de Noronha, ha perc'hennet gant Brazil. Div enezennig a ya d'ober douar an atoll-se. Uhel eo goueled ar meurvor tro-dro, maz-eo ul lec'h dañjerus d'ar voraerien.

Setu anv an div enezenn:

  • Illa do Farol (Enez an tour-tan),
  • Illa del Cementiri,

en holl, ur gorread a 0,36 km².

War ar c'hentañ kartenn eus Brazil ar Planisfério de Cantino, eus 1502, e oa merket anv an Atol das Rocas. Ur meneg all eus ar Rocas a zo bet lakaet war gont an Amiral Dario Paes Leite, a zeskrivas peñse nev ar verdeadenn kaset gant ar moraer portugalat Gonçalo Coelho (1451-1512) a-hed aod Brazil, e 1503[1],[2]. Daoust ma oa anavezet abaoe ar XVIvet kantved ne gaver kartenn ebet eus ar Rocas a-raok 1852, savet gant ar c'habiten Phillip Lee, hag anvet Baixo das Rocas pe Baixo das Cabras. Enez Rocas a voe graet un atoll anezhi e 1858, gant ar c'homandant Vital de Farias. Hag ar c'hentañ naturoniour a reas meneg anezhi e voe Jean de Léry, e 1880.

Ur mirva natur eo an enez abaoe 1979 hag enskrivet eo war listenn Glad bedel an UNESCO abaoe 2001. Diwallet eo gant ar Reserva Biológica Atol das Rocas.

  1. "manejo atol das rocas"
  2. "sigep atol" Sítios Geológicos e Paleontológicos do Brasil - 033 - ATOL DAS ROCAS, ATLÂNTICO SUL EQUATORIAL OCIDENTAL, BRASIL, R. Kikuchi, Departamento de Ciências Exatas, Universidade Estadual de Feira de Santana, 1999