Mont d’an endalc’had

Browning HP

Eus Wikipedia
Browning Hi-Power
Skeudenn ar pennad Browning HP

Browning Hi-Power
Kinnig
Bro Banniel Belgia Belgia
Mont en-dro Pistolenn damaotomatek, un ober
Munisionoù 9 × 19 mm Parabellum (da gentañ)
7,65 mm Parabellum
.40 S&W (adstummoù)
Produer FN Herstal
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 1,01 kg
Hirder 196 mm
Hirder ar c'hanol 112 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 25 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 354 m/s
Endalc'h Karger fiñv 13 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar Browning Hi-Power, anvet ivez Browning HP 35, Browning GP 35 pe FN Browning GP 35, zo ur bistolenn damaotomatek produet gant an embregerezh belgiat FN Herstal abaoe 1935. Unan eus an armoù-tan dorn brudetañ eo.

Pa varvas John Browning e miz Du 1926 e oa o labourat war ur bistolenn nevez evit an FN Herstal. Goude e varv e kendalc'has an ijinour belgiat Dieudonné Saive da labourat war an arm nevez. Produet e voe adalek 1935 dindan an anv Hi-Power, pe GP (Grande Puissance) e galleg. Mont a rae en-dro gant ar sistem argil berr a veze implijet war bistolennoù all evel ar Colt M1911, met Dieudonné Saive a zeuas a-benn da sevel eviti ur c'harger uhel e endalc'h (13 kartouchenn) pa oa 7 pe 8 kartouchenn endalc'h kargerioù ar braz eus ar pistolennoù all d'ar poent-se.[1] Ouzhpenn-se e tiskouezas an arm bezañ solut ha fiziapl.

An eil arm koshañ implijet c'hoazh gant armeoù zo er bed eo ar Browning HP, goude ar Colt M1911. E-touez an degadoù a vroioù o deus prenet skouerennoù pe savet kopiennoù dindan aotre evit o arme e kaver ar Rouantelezh-Unanet, Bro-C'hall, Gres, Iwerzhon, Stadoù-Unanet Amerika, Israel, India pe Aostralia.

  1. (fr) Mc NAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 87
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan