Gitar tredan
Ar gitar tredan zo ur benveg-seniñ elektromekanikel awenet gant ar gitar hag a brodu sonioù gant kaptorioù tredanwarellek. Gant sonerien Frañs e vez graet alies mikroioù eus treuzrezhierioù ar gitar tredan, a dreuzfurm fraoñvadennoù ar c’hordennoù en un arhent tredanel a c’hall bezañ daskemmet gant rizoù a bep seurt evel an tredanvarreolerioù a dalvez da reizhañ ampled ar son pe an donegezh ha pedalennoù efedoù a-raok bezañ amdroet en ur son gant un amplaer (un amplaer elektronek empennet a-ratozh evit ar gitar hag un uhelgomzer)[1].
Al luderezh (fr) evit ar gitaroù tredan zo un arz disheñvel-mik diouzh hini ar binvioù akoustek dre gordennoù : n’eus ket ezhomm da dreuzfurmiñ fraoñvadennoù ar c’hordennoù e gwagennoù son en un doare efedus. Daoust ma n’eo ket korf ar gitar ur c’hef-dasson e kemer perzh, koulskoude, er sonusted dibenn. Gallout a reer sevel gitaroù tredan en un danvez leun (solid body), pe kleuz (hollow body). Rankout a ra ar c’hordenennoù bezañ oberiet gant danvezioù gwarellek (dir), met gallout a reont bezañ moanoc’h ha stignet nebeutoc’h eget kordennoù ur benveg akoustek. Un elfenn bouezus eo oberiañ ar c’haptor pe ar c’haptorioù evit kalite ar son, evel ma’z eo, ha pouezusoc’h c’hoazh, oberiañ ar boestoù hag ar pedalennoù efedoù, an amplaer hag e uhelgomzer. Gant al luderien a save gitaroù tredan ez eus bet diorroet stummoù dibar, iskis evit ar benveg elektromekanikel-mañ zoken. Implijet e vez ar gitaroù tredan dreist-holl evit seniñ ar seurtoù sonerezh o doa difluket pa oant bet krouet pe goude. Kalz a draoù a c’haller ober gant ar gitaroù tredan war dachenn ar son hag e-se o deus bet efedoù bras ar binvioù-se war ur bern luskadoù sonerezh krouet abaoe ar mare-se. Un arouez eo evit ar rock hag ar benveg a vez sonet alies er strolladoù blues, rythm and blues ha jazz, hag ivez er strolladoù pop hag er strolladoù sonerezh skañv.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouet eo bet ar gitar tredan nebeut goude an amplaer elektronek. E 1909 e voe breouet ur c’haptor tredanwarellek hag e 1911 e voe asantet. Rakwelet e oa bet evit ar piano da gentañ ha gallout a rae talvezout kenkoulz evit an holl vinvioù dre gordennoù dir. Kinniget e voe ar gitar tredan kentañ e 1928 gant Stromberg ha Voisinet met ne reas ket berzh.
Hervez André Duchossoir e oa ar gitar tredan kentañ, ur c’hentpatrom savet gant Lloyd Loar (en), a oa luder e ti Gibson Guitar Corporation. Anv a oa eus ur patrom akoustek aveet gant ur c’haptor elektrostatek. Aet e oa Loar kuit eus ar firm Gibson e 1924 ha kenderc’hel a reas da ziorren binvioù akouskek pe tredan dre gordennoù, hag unan a voe brouet gantañ gant ur c’haptor elektromagnetek, evel ar gitaroù bremañ, e 1934[2].
Ar sonerien gentañ oc’h implijout gitaroù tredan a laboure pe e strolladoù bras, pe e lazioù-seniñ arbennikaet war an dañs. Gant amplaat son ar gitar e c’halle ar c’hitarourien ober traoù all estreget degas lusk, ar pezh a veze graet gant ar gitar, ar banjo pe ar vandolinenn, hervez ar seurtoù sonerezh, evit kemer perzh el laz-seniñ war barentez gant ar binvioù-seniñ gant un añchenn e penn anezho hag ar c’houevrelloù. Ouzhpennañ a raed ur c’haptor hag un amplaer d’ar gitaroù a vire o c’hef akoustek. E 1936 e roas lañs Gibson d’ar gitar ES-150, gant ur c’haptor elektromagnetek. 1 700 dollar (da lavaret eo war-dro tri miziad gopr evit ur micherour er mare-se), e voe gwerzhet ar benveg klok, degemeret gant Charlie Christian, gant e amplaer. Ar benveg kentañ e voe oc’h ober berzh war dachenn ar c’henwerzh (504 skouerenn a voe kaset). Gant Paul Tutmarc (Audiovox)6 et Rickenbacker e voe empennet ha gwerzhet er gitaroù tredan leun o c’hef, lesanvet « » er bloavezhioù 1930. Enebet e oant ouzh ar gitar « hollow body » a oa un toull en o c’hef. Adalek 1950 e oa gitaroù tredan solid body dreist-holl, gant ar patromoù Fender Telecaster, ha da-heul e 1954 gant ar gitar tredan a vez kavet ar muiañ hag a zo bet eiladet abaoe ar mare-se : ar Stratocaster, savet gant al luder hag elektronikour Leo Fender, hag ar Gibson Les Paul empennet gant ar gitarour ha krouer Les Paul.
Emdroadur ar gitaroù-se a yae da-heul diorren ar sonekaat, a roe tro da strolladoù bihan da seniñ gant ul live son heñvel ouzh hini al lazioù-seniñ bras. Ar gitaroù solid body, n’int ket ken tener hag ar gitaroù elektroakoustek hag ar gitaroù hollow body gant o c’hwitelladennoù a zeu diwar an efed Larsen, a zere gwelloc’h gant amplaerien elektronek uhel o liveoù son.
Krouet e oa bet ar gitaroù tredan « solid body (en) » ivez evit respont da c’houlenn ar sonerien. Rak merzet o doa diouzhtu ez eo ur benveg disheñvel diouzh ar gitar akoustek evit a sell ouzh ar sonliv. Padout a ra pelloc’h ar son (sustain), gallout a reer chom hep stignañ re ar c’hordennoù evit kaout muioc’h a efedoù pa vez bountet war ar c’hordennoù (bend). Gallout a ra ar sonerien dibab sonioù o gitaroù e meur a zoare, eus an ober gant ar c’haptorioù betek ar boutonoù da reoliñ ar sonioù hag ampled ar son war ar gitar dre reoliñ kizidigezh mont tre an amplaer (overdrive). E-kerzh ar bloavezhioù 1960 e oa bet studiet donoc’h ar sonliv ha diorroet e oa bet dargemmoù ar sonliv pa oa bet krouet ar pedalennoù efedoù.
Er Stadoù-Unanet e oa bet krouet ar gitaroù tredan ha skignet e oant bet er pevar c’horn eus ar bed ma saved anezho ivez. Al luderien italian, aet kalz war-raok war an dachenn an oberiañ binvioù seniñ er bloavezhioù 1950, o doa komañset da vat da oberiañ ar binvioù nevez-se. Menegomp Eko, Davolli, Crucianelli, Meazzi, Galanti ha kalz a re all. En Alamagn ivez, ma oa staliet soudarded amerikan a-vil-vern, e oa bet produet binvioù kaer ; Höfner, Hoyer… Menegomp ivez Hagström e Sveden.
Al luderien gentañ o doa savet gitaroù tredan e 1956 e Frañs e oa ar vreudeur Jacobacci ha d’o heul, e 1978, Christophe Leduc, e 1980, Patrice Vigier, hag e 1982 Lâg. En em staliet e oa kalz a artizaned eno goude se. Ganto e voe degaset brud da luderezh Frañs er bed a-bezh, menegomp Franck Cheval, Patrice Blanc, Maurice Dupont, Frédéric Pons hag Alexandre Littee. Gant luderien c’hall e oa bet krouet traoù dedennus nevez, evel an daol war-neuñv (Leduc), an troad 90/10 (90 % a goad, 10 % a garbon) pe ar vibrato aveet gant kludoù-nadozioù (Vigier).
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Duchossoir, A. R.. Gibson Electrics – Volume 1:From the origins up to 1961. Milwaukee : Hal Leonard, 1983 (ISBN 978-0-88188-269-8)
- (en) Queen, Daniel Queen. AES Paper 450. From Boom Box to Beatles, Baez, and Boccherini — The Electric Guitar at the Crossroads. In : Audio Engineering Society Convention, niv. 31, miz Here 1966[3].
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Guitare électrique - Universalis
- ↑ U.S. Patent 2,020,557, eus ar 14 a viz Mae 1934.
- ↑ (en) 'AES'. Kavet : 10/01/2023.