Mont d’an endalc’had

Dorothe Engelbretsdatter

Eus Wikipedia
Dorothe Engelbretsdotter
Engelbretsdotter ouzh he zaol-labour, hervez un engravadur e 1685

Dorothe Engelbretsdotter, pe Engelbretsdatter, a oa ur varzhez norvegek er XVIIvet kantved, hag ar c'hentañ skrivagnerez norvegek anavezet.

Ganet e oa e Bergen d'ar 16 a viz Genver 1634, ha marvet eno ivez d'an 19 a viz C'hwevrer 1716. Merc'h e oa da Engelbret Jørgenssøn, rener skol-veur Bergen ha dean an iliz-veur, ha da Anna Wrangel.

E 1652 e timezas da Ambrosius Hardenbeck, un doueoniour a oa brudet e brezegoù-obidoù, a voe dean an iliz-veur war-lerc'h he zad en 1659. Pemp mab ha peder merc'h o doa bet.

E 1678 e voe embannet he levr kentañ, Själens aandelige Sangoffer ("The Souls Spiritual Offering of Song") embannet e Copenhagen, ul levrad kantikoù ha pezhioù deoliezh, hag a reas berzh kenañ. Pedet e voe da zont da Vro-Danmark, ha degemeret e voe el lez.

E 1683 e varvas he fried. Nav bugel he doa, met seizh anezho a varvas ha daou ac'h eas da goll. He glac'har eo danvez he barzhoneg Afften Psalme.

Lavaret ez eus bet e oa kentañ stourmerez Norge evit gwirioù ar merc'hed a-raok ma oa deuet koulz ar meizad-se zoken. Ar c'hentañ plac'h o c'hounit he bara en he bro gant he fluenn e oa ivez.