Dhimmi
Neuz
Dhimmi ((ar) ذمي ḏimmī, IPA: [ˈðɪmmiː] ; liester أهل الذمة ahl ul-ḏimmah/dhimmah "tud an dhimma") zo ur ger istorel implijet evit kaozeal diwar-benn tud nann-muzulman a veve en ur stad vuzulman gant ur statud gwarezet. Dinan ar charia e ranked gwareziñ buhez ha madoù an dud-se en eskemm ouzh un taos anvet jizya da baeañ ouzhpenn an tailhoù boas. Ne oa ket ret dezho ober deverioù zo goulennet gant ar vuzulmaned met n'o doa ket gwirioù zo a veze roet d'ar vuzulmaned. En tu all d'an dra-se e oant kevatal ouzh ar vuzulmaned.
Lakaet e oa bet ar statud da dalevezout evit kristenien, yuzevien ha sabianed da gentañ a-raok bezañ astennet d'ar zoroastrianed, ha d'an hindoued.