Dugelezh Luksembourg
Kontelezh Luksembourg, deuet da vout Dugelezh Luksembourg, zo bet ur briñselezh eus an Impalaeriezh Santel, kalz brasoc'h anezhi eget dugelezh-veur hiriv, hag enni edo, ouzh an dugelezh-veur, proviñs Luksembourg Belgia, un darn eus proviñs Liège (tro-war-droioù Saint-Vith) evel ma'z eo anavezet hiriv, tro-war-droioù Montmédy ha Carignan ha re de Thionville betek Marange-Silvange en Bro-C'hall (e rannvro Loren), hag ouzhpenn kornad Bitburg, Neuerburg, Kronenburg, Manderscheid ha Schleiden en Eifel, hag ivez kêrioù pe bourc'hioù Igel, e-tal Trèves, ha Saarburg (Rheinland-Pfalz) war lez dehou ar Moselle (e Land Rheinland-Pfalz) en Alamagn.
Xvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kentañ meneg eus ar gontelezh a voe en Xvet kantved pa voe savet kastell Luxembourg gant Sigefroid. Un dalc'h-douar dre ar wazed e oa, ma'z ae an tiegezh da get e tistroe an douar d'an impalaer. Sed a zegouezhas en 1136 hag an impalaer da fiziout ar gontelezh e Herri IV Namur, ur c'henderv kompez d'ar c'hont diwezhañ. Mervel dibennhêr ivez a eure Herri IV ma voe roet ar gontelezh d'e vibien-gaer Thiébaut Iañ Bar da gentañ, ha Waléran III Limbourg goude, pa zimezjont d'e verc'h nemeti Ermesinde.
Goude an Dugelezh (adal 1795–betek bremañ)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ermesinde et l'affranchissement de la ville de Luxembourg; Etudes sur la femme, le pouvoir et la ville au XIIIe siècle, sous la direction de Michel Margue, Publications du Musée d'Histoire de la Ville de Luxembourg, Publications du CLUDEM tome 7, Luxembourg 1994.
- Tatsachen aus der Geschichte des Luxemburger Landes, Dr. P. J. Müller, Luxemburg 1963, Verlag "de Frendeskres", Imprimerie Bourg-Bourger.
- Vivre au Moyen Age: Luxembourg, Metz et Trèves; Etudes sur l'histoire et l'archéologie urbaines, sous la direction du Musée d'Histoire de la Ville de Luxembourg, Publications Scientifiques du Musée d'Histoire de la Ville de Luxembourg, tome 2, Luxembourg 1998.