Emgann Tenmokuzan
Neuz
Dalc'het e oa Emgann Tenmokuzan (天目山の戦い Tenmokuzan no Tatakai) e Japan, e 1582. Anvet eo ivez Emgann Toriibata. Emgann diwezhañ ar c'hlan Takeda e voe. Ar wech diwezhañ e oa bet da Takeda Katsuyori talañ ouzh nerzhioù kevredet Tokugawa Ieyasu hag Oda Nobunaga.
Ur wech kollet an emgann, Katsuyori a c'hwezhas an tan en e gastell e Shinpu hag a dec'has dre ar menezioù da vont d'ur c'hreñvlec'h Takeda, anvet Iwadono. Difennet e oa al lec'h-se gant Oyamada Nobushige, un den a fiziañs dezhañ. Siwazh Katsuyori e voe trubardet gant Oyamada. E-pad ma oa ar peurrest eus e arme o talañ ouzh e enebourien en em lazhas dre seppuku.
|