Mont d’an endalc’had

Emgann Vouillé

Eus Wikipedia
emgann Vouillé
emgann
Rann eusFranco-Visigothic Wars Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Lec'hVouillé Kemmañ
Daveennoù douaroniel46°35′0″N 0°20′0″E Kemmañ
Deiziad507 Kemmañ
PerzhiadFranked, Wizigoted, Auvergnats Kemmañ
Map

En emgann Vouillé en 507 e voe trec'het ar Vizigoted ha lazhet o roue Alarig II gant arme Franked ar roue Hlodwig Iañ. Neuze-se e voe echu gant ren ar Vizigoted war Akitania.

Troiadoù-brezel ar Franked en Akitania.
Emgann entre Clovis hag ar Vizigoted, 1325-1335. Nationale Bibliotheek van Nederland.

En nevezamzer 507 e kerzhas arme ar roue frank Hlodwig Iañ, renet gantañ ha gant e vab henañ Teodorig, hag e treuzjont ar stêr Liger etrezek Poitiers. Arme ar Vizigoted renet gant ar roue Alarig II a deue eus ar c'hreisteiz gant ar spi da herezl o enebourien ha da gaout skoazell digant an Ostrogoted Italia, met ar re-se o doa d'ober eno gant arme Bizantion, broudet marteze gant ar roue frank.

Goude an emgann

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude trec'h Hlodwig Iañ en Emgann Vouillé ]] e voe mestr ar Franked war an darn vrasañ eus Galia. Ur pennadig goude e tilezo Hlodwig ar baganiezh da zibab badeziant ar gatoliked.