Mont d’an endalc’had

Elesbed Bro-C'hall (1727-1759)

Eus Wikipedia
Ur pennad Elesbed Bro-C'hall zo ivez.
Poltred Elesbed Bro-C'hall, gant Jean-Marc Nattier (1750)

Elesbed Bro-C'hall (1727-1759), pe "Louise Élisabeth de France", a oa ur briñsez c'hall, merc'h da Vro-C'hall, infantez Spagn, ha dugez Parma.

Merc'h henañ Loeiz XV (Bro-C'hall) ha Marie Leszczyńska e oa, ha gevellez Henriette de France (1727-1752). Rakvadezet e voe kenkent ha ganet, ha lesanvet « Madame Première ». He zad a rae Babette anezhi. Pa voe badezet[1] e Versailhez d'ar 27 a viz Ebrel 1737, e teuas da vezañ Marie-Louise-Élisabeth, ha Madame Élisabeth, ha « Madame » (anv a veze roet da verc'h henañ ar roue). He faeron e oa Louis-Philippe, mab da zug Orleañs, hag he maeronez priñsez Conti.


D'he 12 vloaz e oa bet dimezet d'an infant Felipe, eontr dezhi, ha mab yaouankañ roue Spagn, Felipe V. E Versailhez e voe lidet an eured. Goude e rankas mont da Spagn da-gaout he fried. En Alcalá de Henares, un 30 km eus Madrid, e c'hallas Madame Infante gwelout ar paotr yaouank, 19 vloaz, spered eeun a baotr, met en em glevout mat a rejont. D'ar 25 a viz Here 1739 e voe lidet an eured.
Tri bugel he doe, ha savet e voent hervez Filozofiezh ar sklêrijenn ha kelennet gant Mably ha Condillac .

Diwezhatoc'h e teuas da vout Dugez Parma. Ne oa ket plijet-kaer e lez Spagn, ma oa strishoc'h ar reolennoù ha spered an dud eget e lez he zad e Versailhez, ha ponner e kave yev he zad-kaer hag he mamm-gaer. Pevarzek vloaz e oa ar vamm yaouank pa c'hanas he bugel kentañ, Maria Isabella. Biken ne deujont a-benn d'en em glevout ervat. Kement-se a levezonas tro-spered ar plac'hig a oa test d'an darempredoù fall etre he zud.


Élisabeth gant he merc'h henañ, Isabella e Fontainebleau. Poltred gant Jean-Marc Nattier
Élisabeth gant he fried hag o bugale Ferdinando ha Maria Luisa; Isabella zo gwisket en gwenn. Poltred gant Giuseppe Baldrighi.

Tri bugel o doe:


Distro da Vro-C'hall

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Elesbed Bro-C'hall hag he merc'h Isabelle de Bourbon-Parme, danvez arc'hdugez Aostria.

En 1752 e varvas he c'hoar gevell, Madame Henriette, gant ar vrec'h, ur c'hleñved a veze oc'h ober e reuz bep an amzer er bloavezhioù-se.

Goude ganet daou vugel, e Genver ha Kerzu 1751, er bloavezh a-raok e Parma, e tistroas en Gwengolo da Vro-C'hall, da bediñ war bez he c'hoar, emezi. Plijet bras e voe ar roue Loeiz XV oc'h adwelout Babette. Da gentañ ne dlee Madame Infante chom nemet un toullad sizhunioù el lez, met a-benn ar fin e tremenas ur bloavezh, ma arvestas ouzh trec'h Madame de Pompadour, hag ouzh dipit an daofin Louis-Ferdinand hag he c'hoarezed Adélaïde, Victoire, Sophie ha Louise, o devoa kaz ouzh ar varkizez..


Distro da Barma, ne voe ket pell Élisabeth o kavout hir hec'h amzer. Ha hi da glask bravoc'h kurunenn d'he fenn.

Neuze e tarzhas ur brezel all en Europa, Brezel Seizh Vloaz etre 1756 ha 1763, etre ar Vourboned (Gall, Spagn, ParmA, Naplez ha Sicilia) hag Aostria en un tu, Prusia ha saoz en tu all.

Troet e oa Élisabeth gant ar c'hardinal Bernis, he devoa anavezet e Parma. Choiseul, teod fall ma oa, a skrivas en e eñvorennoù : Bernis a blije dezhañ flourañ divvronn founnus merc'h henañ Loeiz.


E Versailhez avat ez eas falloc'h c'hoazh yec'hed ar briñsez. He mamm Marie Leszczyńska a skrivas :  .

E deroù Kerzu 1759 e kouezhas ar vrec'h warni, ha skubet e voe ganti buan. Mervel a reas da 32 vloaz, d'ar 6 a viz Kerzu 1759 e Versailhez. D'ar 27 a viz Meurzh 1760 e voe kaset he c'horf da abati Saint-Denis, ha beziet e-kichen he c'hoar, Madame Henriette.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. AD 78, levr ar badeziantoù e parrez Notre-Dame de Versailles, er bloaz 1737, vue 26/76