Fedor von Bock
Moritz Albrecht Franz Friedrich Fedor von Bock (ganet d'an 3 a viz Kerzu 1880 hag aet da Anaon d'ar 4 a viz Mae 1945) a oa ur Generalfeldmarschall e servij an arme alaman e-pad an Eil Brezel-bed. Bock en doa servijet evel penn ar Strollad Arme Norzh e-pad Aloubadeg Polonia e 1939, penn Strollad Arme B e-pad Aloubadeg Bro-C'hall e 1940, ha goude-se e voe penn Strollad Arme Kreiz e-kerzh tagadenn URSS e 1941. Evit echuiñ e voe penn ar Strollad Arme Su e 1942.
Marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gloazet don e voe Bock d'an 3 a viz Mae 1945, pa voe bombezet e garr-tan gant un Hawker Tempest eus ar skouadrenn 486 Squadron RNZAF. Lazhet e oa bet war an taol ar wreg, ar verc'h hag ur c'hamalad. Bev e oa chomet Bock betek an deiz war-lerc'h ma varvas en ospital. Beziet e voe e Lensahn.