Fellow of the Royal Society
Fellowship of the Royal Society (gant ar renkoù FRS, ForMemRS pe HonFRS) a zo un enoriñ kement hag un degemer evel ezel (fellow) roet gant an aozadur Royal Society eus Londrez da hiniennoù gwelet gant an aozadur evel degaserien: «substantial contribution to the improvement of natural knowledge, including mathematics, engineering science and medical science.» (Brezhoneg: "Degasadennoù dercʼhvoudel evit gwellaat ar gouiziegezhioù a-ziwar ar vevoniezh, gant e-touezh ar matematikoù, skiantoù ijinour hag ar vezegiezh").
Izili an aozadur, an akademiezh skiantoù koshañ o kenderc'hel gant e obererezhioù, a vez graet un enor bras dezho pa vezont degemeret rak ar skiantourien bet enoret a zo bet reoù hollbouezus en Istor evel Isaac Newton (1672), Charles Darwin (1839), Michael Faraday (1824), Ernest Rutherford (1903), Srinivasa Ramanujan (1919), Albert Einstein (1921), Dorothy Hodgkin (1947), Alan Turing (1951) ha Francis Crick (1959).
Tostoc'h diouzhomp ez eo bet degemeret evel izili Stephen Hawking (1974), Tim Hunt (1991), Elizabeth Blackburn (1992), Tim Berners-Lee (2001), Venkatraman Ramakrishnan (2003), Andre Geim (2007), James Dyson (2015). En holl ez eus tro-dro 8000 ezel d'an aozadur, gant 280 bet enoret gant ur priz Nobel abaoe 1663.
Renkoù disheñvel ar genvreuriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bep bloaz e miz Mae e vez degemeret 60 ezel nevez en aozadur ar re nevezianted pe New fellows (FRS), a-enor pe honorary (HonFRS) hag izili a vroioù estren pe foreign members (ForMemRS). Dilennet e vez an izili nevez, gant ur bodad adal ul listenn 700 ezel war ar renk. An nevezianted ne c'hellont bezañ lakaet war al listenn gant izili d'an aozadur hag evit unan eus ar rummadoù listennet a-zindan:
- Fellow of the Royal Society: FRS
- Foreign Member of the Royal Society: ForMemRS
- Honorary Fellow of the Royal Society: HonFRS
- Former Statute 12 Fellowships
- Royal Fellows of the Royal Society