Franz Beckenbauer
Neuz
Franz Anton Beckenbauer, bet ganet d'an 11 a viz Gwengolo 1945 e München (Trede Reich dindan renerezh Kevredidi an Eil Brezel-bed d'ar mare-se), a zo bet ur melldroader etrebroadel alaman, aet da c'hourdoner da-heul e amzer c'hoarier.
Kib vell-droad ar bed (evel c'hoarier)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Libero e bost dezhañ war an dachenn, kemeret en devoa perzh e tri dalc'h :
- Kib vell-droad ar bed 1966 bet aozet e Bro-Saoz,
- Kib vell-droad ar bed 1970 bet aozet e Mec'hiko,
- Kib vell-droad ar bed 1974 bet aozet en Alamagn : aet ar maout gantañ, hag eñ kabiten Die Mannschaft[1] ha trec'h war skipailh broadel an Izelvroioù renet gant Johan Cruijff.
Kib vell-droad ar bed (evel gourdoner)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz Gouere 1984 e voa anvet da zibaber skipailh broadel Alamagn oc'h erlec'hiañ Jupp Derwall. Kemeret en devoa perzh e daou zalc'h :
- Kib vell-droad ar bed 1986 bet aozet e Mec'hiko evit an eil gwech : trec'het e skipailh gant hini Arc'hantina, Diego Maradona o c'hoari ennañ,
- Kib vell-droad ar bed 1990 bet aozet en Italia : ar wech-mañ e voe trec'h war skipailh... Arc'hantina, Maradona e-barzh adarre.
Chom a ra Franz Beckenbauer, a-gevret gant ar Brazilian Mário Zagallo, evel an den nemetañ aet Kib vell-droad ar bed gantañ evel melldroader ha gourdoner.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Unan eus al lesanvioù a zo bet roet da skipailh mell-droad Alamagn.