Kelc'h Kreisau
Kreisauer Kreis (Kelc'h Kreisau) a oa bet ur strollad rezistanted a-enep an naziegezh en Alamagn etre 1940 ha 1944. 25 ezel a voe en aozadur ar penn uhelañ a oa Helmuth James Graf von Moltke. Al lec'h kejañ a oa bet e skraper oabl er gêraidenn war ar maez Kreisau, e Silezia.
Izili ar c'helc'h a oa dreist-holl paotred gant nebeut maouezed. An orinoù sokial relijiel pe relijiel a oa lies, kavet e veze: tud noblañs, protestanted, katoliked, sokialourien pe mirourien. en desped d'an diforc'hioù-se izili an aozadur Kreisau a oa holl a-du evit stourm a-enep ren Hitler war Alamagn kement evit abegoù a-vad pe relijiel. E-pad an emvodoù, ar c'helc'h a glaske kavout penaos e vefe adaozet Alamgn ur wech echuet gant ren an Trede Reich. Ar c'helc'h ne oa ket un aozadur feuls ne faote ket dezho lakaat trumm ar riez da gouezhañ, an nazied o devoa tamallet dezho da vezañ treitourien dre ma oant holl a-du hag asur e vefe kollet ar brezel gant Alamagn.
Fin ar strollad a grogas pa voe harzet Helmuth von Moltke gant ar Gestapo e miz Genver 1944. Darn bras an izili a voe harzet goude taol lazhañ Hitler c'hwitet gant Claus von Stauffenberg d'an 20 a viz Gouhere 1944. An izili harzet a voe lakaet d'ar marv memes ma ne oant ket liammet end eeun gant ar gwalldaol c'hwitet.
Izili bennañ :
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Alfred Delp
- Horst von Einsiedel
- Otto Heinrich von der Gablentz
- Eugen Gerstenmaier
- Hans-Bernd von Haeften
- Theodor Haubach
- Paulus van Husen
- Albrecht von Kessel
- Lothar König
- Julius Leber
- Hans Lukaschek
- Carlo Mierendorff
- Helmuth James von Moltke
- Hans Peters
- Harald Poelchau
- Adolf Reichwein
- Augustin Rösch
- Theodor Steltzer
- Carl Dietrich von Trotha
- Adam von Trott zu Solz
- Peter Yorck von Wartenburg
Er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar c'helc'h Kreisau a adkaver en heuliad c'hoarioù Wolfenstein. Gant lod eus izili ar strollad eo sikouret an haroz en e stourm a-enep an nazied.