Kyiv
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Kyiv
|
Kyiv (en ukraineg: Київ "Kyiv" pe "Kyyiv"[1], anavezet a-raok gant ar stumm rusek: Киев "Kiev") eo kêr-benn Ukraina. Kêr vrasañ ar vro eo ivez ha tost da 3 milion a dud a oa o vevañ enni e 2021. War lezioù ar stêr Dnipro eo bet savet.
Kiev zo ur greizenn c'hreantel, skiantel, skolveuriek ha sevenadurel abouez en Europa ar Reter. E-touez he monumantoù emañ Iliz-veur Santez-Sofia. Ur rouedad metro ha trenioù bannlev he deus.
Unan eus koshañ kêrioù Europa ar Reter eo. Da gentañ ne oa nemet ur greizenn a genwerzh slav diazezet er Vvet kantved war an hent kenwerzhel etre Skandinavia ha Kergustentin. Dindan truaj rouantelezh ar C'hazared e oa ar vourc'h betek ma voe kemeret gant ar Vareged (Vikinged) e kreiz ar IXvet kantved. Dont a reas da vezañ kêr-benn priñselezh Kiev, divraz Rusia a-vremañ. Peurzistrujet e voe ar gêr e 1240 gant an alouberien vongol ha koll a reas e fouez e-pad kantvedoù. Chom a reas dindan veli he amezeien c'halloudus : Lituania, Polonia hag a-benn ar fin Rusia.
Mont a reas ar gêr e-barzh an impalaeriezh rus ha bleuniañ a reas e-pad an Dispac'h industriel etre fin an XIXvet kantved ha 1918, ar bloaz ma teuas da vezañ kêr-benn Republik Poblel Ukrania. Disklêriañ a reas ar Republik-se he dizalc'hiezh met ne voe ket gwerc'hel e-pad pell peogwir e voe staget ouzh an Unvaniezh Soviedel. E 1934 e voe kêr-benn Republik Soviedel Ukraina. Tost peurzistrujet e voe e-pad an Eil Brezel Bed, adsavet buan goude-se avat ha dont a reas da vezañ trede kêr pobletañ an Unaniezh Soviedel.
Kêr-benn Ukraina e teuas da vezañ goude diskar an URSS ha disklêriadur dizalc'hiezh ar stad nevez e 1991. Kreskiñ a reas fonnus gant distro Ukrainiz bet o chom e republikoù all an Unvaniezh Soviedel. Chom a ra ar gêr pinvidikañ ha pobletañ ar vro. Genadoù ar servijoù hag an arc'hant bras en deus kemeret plas greanterezh an armoù hag a oa bras e blas en armerzh ukrainat kent.
Brezel 2022
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'an 11 a viz Meurzh 2022 e krogas Emgann Kyiv kaset gant an arme rus[2]. Kuit e oa aet an hanter eus ar boblañ d'an estrenvro.[3]
Tud brudet ganet eno
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Mic'hail Boulgakov (1891–1940), skrivagner rus
- Golda Meir (1898–1978), kentañ ministrez Israel
- Viktor Nekrasov (1911–1987), skrivagner rus
- Milla Jovovich (g. 1975), aktourez ha diskouezerez-c'hiz rus ha serb
- Andriy Chevtchenko (g. e 1976), melldroader
Gevellerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Sant Mikael
-
An Nor aour
-
Pechersk Lavra
-
Pechersk Lavra
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Magocsi Paul Robert, A History of Ukraine, University of Toronto Press, 1996 (ISBN 978-0-8020-0830-5)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ "Kyyiv" hervez KerOfis (Ofis Publik ar Brezhoneg)
- ↑ (fr) Euronews
- ↑ (fr) Ouest-France