Mont d’an endalc’had

Hesperidezed

Eus Wikipedia
Liorzh an Hesperidezed, gant Frederic Leighton (war-dro. 1892).
Liorzh an Hesperidezed, gant Albert Herter.
Hans von Marées, Hesperidezed, München, Neue Pinakothek.
Liorzh an Hesperidezed.

An Hesperidezed (henc'hresianeg : Ἐσπερίδες Hesperídes) a oa teir (pe pemp, pep seizh, hervez an hengoun) gwreg yaouank, nimfezed kaer ha dibreder, a oa o chom e penn pellañ an douar, e-lec'h ma'z a an Heol da guzh, hervez mojennoù Hellaz kozh.

Tud zo o deus klasket lec'hiañ o liorzh e Libia, pe e Maroko, e-kichen Tanger, pe en un enezenn er-maez da Spagn.

Merc'hed e oant d'an Titan Atlas ha da Hesperis, pe da Nyks, pe da Forkys ha Keto, hervez ar mojennoù.

O anvioù a oa

met kemm a reont hervez doareoù ar vojenn.

Mann ne raent nemet diwall avaloù aour o liorzh, gant skoazell an aerouant Ladon. Brudet e oa an avaloù-aour se peogwir e oant bet roet da Hera, da zeiz hec'h eured, gant he mamm Gaia. Herakles a deuas d'o laerezh, gant skoazell Atlas, ha kement-se a voe unan eus e droioù-kaer.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.