Mont d’an endalc’had

Let It Be (albom)

Eus Wikipedia
Let It Be (albom)
Albom gant The Beatles
Golo

Bro Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Embannadur 8 a viz Mae 1970
Enrolladur C'hwevrer 1968 - Genver 1969 - Genver hag Ebrel 1970
Studioioù Abbey Road, Apple Corps, Londrez
Pad 35:10
Produer Phil Spector
Label Apple Records
Albomoù The Beatles
Abbey Road (1969)

Daouzekvet ha diwezhañ albom ar Beatles eo Let It Be, embannet d'ar 8 a viz Mae 1970 er Rouantelezh-Unanet, hogozik ur miz goude ma oa bet embannet e oa dispartiet ar strollad. Embannet e oa bet asambles gant un teulfilm anvet heñvel.

Komañset e oa bet ar pleustradennoù e miz Genver 1969 e studioioù Twickenham evit sevel un abadenn skinwel e-lec'h ma vije graet ur sonadeg gant ar strollad dirak arvesterien. Savet e oa bet ar raktres gant Paul McCartney evit reiñ lusk d'ar strollad en ur zistreiñ d'ur rock 'n' roll eeunoc'h. Ar prantad-se, filmet, a oa tremenet fall betek ma oa aet George Harrison kuit, aet skuizh gant emzalc'h ar re all. Cheñchet e oa bet lec'h da c'houde evit mont da Apple Corps e-lec'h m'o doa savet o studio en ur bediñ ar c'halvierour Billy Preston. Echuet e oa ar raktres gant ur sonadeg war toenn Apple Corps d'an 30 a viz Genver 1969. Teir fistenn eus an albom a oa bet enrollet er sonadeg-se.

Embannet eo bet ar singloù Get Back ha Don't Let Me Down e miz Ebrel 1969 a-raok ma voe kinniget gant an ijinour Glynn Johns frouezh e labour diwar ar c'hanaouennoù enrollet evit un albom anvet Get Back d'ar mare-se - ul labour nac'het gant ar strollad. Chomet eo ar raktres kuzhet tra ma oa ar strollad oc'h enrollañ Abbey Road. E 1970, mizioù goude ma oa aet kuit John Lennon eus ar strollad, e oa bet peur-enrollet gant ar peurrest eus ar strollad ar c'hanaouennoù Let It Be hag I Me Mine. An hini kentañ a oa bet embannet evel single e miz Meurzh 1970. An holl ganaouennoù a oa bet produet gant George Martin, evel holl albomoù ar strollad betek-henn.

E memes koulz ma oa distroet raktres an teulfilm evit ar sinema, anvet Let It Be e oa bet kaset gant Lennon hag Harrison an albom d'ar produer amerikan Phil Spector da aozañ an albom a vije da embann asambles gant ar film. Spector en doa choazet kemer un añrejistramant eus 1968 eus Accros the Universe ha lakaat kerdin ha lazioù-kanañ war peder c'hanaouenn all. Feuket e oa bet McCartney gant disoc'h al labour-se, dreist-holl gant ar choazet bet graet evit The Long and Winding Road, ar pezh en doa bountet anezhañ da embann e oa echu gant The Beatles. E 2003 e oa bet embannet Let It Be... Naked, un adembannadur eus an albom, adwelet gant McCartney, o cheñch urzh ar pistennoù hag tennañ lod eus labour Spector. E 2021 e oa bet embannet un albom astennet gant prantadoù tennet eus añrejistramantoù Get Back da lidañ 50vet deiz-ha-bloaz Let It Be, asambles gant teulfilm Peter Jackson The Beatles: Get Back, savet diwar enrolladennoù an teulfilm kentañ.

E penn ar rolloù eo bet an albom e meur a vro, daoust ma ne oa ket ken damantus ar burutelladennoù. Unan eus an albomoù en deus savet ar muiañ a zisput en istor a rock an hini eo.

Listenn ar c'hanaouennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Holl ganaouennoù savet gant Lennon/McCartney, war-bouez ar re ma'z eo merket anv unan all.

  1. Two of Us – 3:36
  2. Dig a Pony – 3:54
  3. Across the Universe – 3:48
  4. I Me Mine – 2:26 – George Harrison
  5. Dig It – 0:50 – Lennon-McCartney-Harrison/Starkey
  6. Let It Be – 4:03
  7. Maggie Mae – 0:40 – hengounel, sonaozet gant Lennon-McCartney-Harrison/Starkey
  1. I've Got a Feeling – 3:37
  2. One After 909 – 2:54
  3. The Long and Winding Road – 3:38
  4. For You Blue – 2:32 – George Harrison
  5. Get Back – 3:09

Fichenn-broduiñ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
The Beatles
Sonerien ouzhpenn
Produiñ