Mo Yan
Guan Moye (管謨業|s=管谟业) zo bet ganet d'ar 17 a viz C'hwevrer 1955, gwelloc'h anavezet dindan e anv pluenn Mo Yan (莫言), a zo ur skrivagner sinaat.
Anavezet eo gant lennerien ar c'hornôg dre e romant Klan ar Sorgo ruz bet embannet e 1987. Div levrenn eus an oberenn,Sorgo ruz ha Gwin Sorgo, a zo bet azasaet evit ar sinema (ar film Sorgo ruz) gant Zhang Yimou.
E 2012 e resevas Priz Nobel al lennegezh evit "un oberenn a wirvoudelezh boemet o veskañ kontadennoù pobl, istor ha bed a-vremañ ".
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet eo bet e 1955 e pastell-vro Gaomi e proviñs Shandong en ur familh labourerien douar eus bourk Dalan. 11 vloaz oa pa voe roet lañs d'an Dispac'h Sevenadurel. Kuitaat a reas ar skol evit labourat douar. Da 18 vloaz e labouras en ul labouradeg kotoñs. Ur mare a stourmadegoù politikel o tont a eil war lec'h egile e oa (eus ar Lamm Bras War-raok d'an Dispac'h Sevenadurel). E-pad renadur Mao Zedong e lenne dreist-holl romantoù a wirvoudelezh sokialour gant gant stourm a renkadoù evel dodenn bennañ.
Pa echuas an Dispac'h sevenadurel ec'h emezelas Mo en Arme Dieubiñ ar Bobl e 1976 hag e krogas da skrivañ pa oa soudard. Pa gogas da vezañ anavezet evel skrivagner goude an Dispac'h e voe merzet koulz levezon lennegezh varzhus ha lourennek Sina hag hini skrivagnerien estren evel William Faulkner ha Gabriel García Márquez.
Kregiñ a reas Mo Yan da vezañ ur skrivagner a vicher da vare an adaozadurioù hag an digorradur oc'h embann degadoù a zanevelloù hag a romantoù. E romant kentañ a voe Glav oc'h ober e-kerzh un nozvezh nevezamzer, embannet e 1981. Un toullad eus e romantoù a voe troet e saozneg gant Howard Goldblatt, kelenner yezhoù ha lennegezhioù Azia ar Rerer e Skol-veur Notre-Dame.
E 1984 e resevas ur priz a lennegezh digant Kelaouenn Arme Dieubiñ ar Bobl hag e yeas da Skolaj Arzoù Arme Dieubiñ ar Bobl. Aze e kemeras evit ar wech kentañ Mo Yan hag a dalv "an hini dilavar" e sinaeg, evel anv-pluenn. Dipleget en deus en un atersadenn graet gant Jim Leach, prezidant an National Endowment for the Humanities, e teue an anv-se eus ar fed e kemenne e dud dezhañ chom hep lavarout e soñj e diavaez ar gêr abalamour da saviad politikel Sina adalek er bloavezhioù 1950 betek ma voe un den gour.
Embannet e voe e zanevell gentañ Un irvinenn-ruz treuzwelus e 1984. E 1986 e lakas Sorgo Ruz anezhañ da vezañ ur skrivagner brudet er vro a-bezh.
E 1991 e c'hounezas ur vestroniezh war al lennegezh e Skol-veur Normal Beijing.
Brudet eo evit skrivañ kalz ha buan ha peurliesañ gant an dorn.
En e oberennoù vez meneget ar c'hudennoù sokial kalz, istor Sina (bloavezhioù 1920, Brezel etre Japan ha Sina, ar brezel diabarzh, trec'h ar Gomunourion, an darvoudoù politikel liesseurt, kriz alies (Lamm Bras War-raok, naonegezh, Dispac'h Senevadurel, adaozadur an ekonomiezh...). Alies e tremen an traoù en e vro c'henidik (Bourk Dalan ha pastell-vro Gaomi).
Levezonet eo e oberenn gant gwirvoudelezh sokial Lu Xun ha gwirvoudelezh boemet Gabriel García Márquez met ivez gant romantoù marzhus hengounel Sina evel "Riblenn an dour", "Beaj war-du ar C'hornôg" ha "Hunvre ar Gambr Ruz". Lenn a ra troidigezhioù diwar skrivagnerien estren hag aliañ a ra kreñv d'en ober.
E stil a vez marzhus, gwirvoudel "boemet", feuls a-wechoù gant ur fent kriz alies enep ar galloud zoken. Meskañ a ra amzer a-vremañ hag amzer dremenet, re varv gant re vev, mad ha droug, istor ha kontadennoù pobl ...
D'an 11 a viz Here 2012 e tisklerias an Akademiezh Svedat e reseve Priz Nobel abalamour d'e oberenn "a wirvoudelezh boemet a vesk kontadennoù pobl, istor hag amzer-vremañ "("with hallucinatory realism merges folk tales, history and the contemporary"). An 109 vet skrivagnerien o resev ar Priz eo bet hag ar c'hentañ keodedour sinaat (Gao Xingjian, a resevas ar Priz e 2000, bet ganet e Bro-Sina a oa keodedour a Frañs).
Kalz evezhiadennoù a-du pe enep a voe klevet ha lennet goude ma voe bet roet ar priz dezhañ.
Roll e oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skrivet en deus Mo Yan 11 romant hag un toullad dastumadoù danevelloù.
Romantoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 《红高粱家族》 Sorgo ruz
- 《天堂蒜薹之歌》 Gwerzioù ar c'hignon
- 《十三步》 Trizek kammed
- 《食草家族》 An tiegezh geotdebrer
- 《丰乳肥臀》 Bronnoù kaer ha peñsoù brav
- 《酒国》 Republik ar gwin: Ur romant
- 《红树林》 Koadeg ruz
- 《檀香刑》 Marv koad-santal
- 《生死疲劳》 Emañ ar Vuhez hag ar Marv o faezhañ ac'hanon
- 《四十一炮》 Pow!
- 《蛙》 Ran
Dastumadoù danevelloù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 《白狗秋千架》 Ki Gwenn hag ar brañsellerezh (30 danevell, 1981-1989)
- 《与大师约会》 Kejañ ouzh ar Vistri (45 danevell, 1990-2005)
- 《欢乐》 Levenez (8 danevell; 6 anezho a zo bet embannet e saozneg dindan an titl a Explosions and Other Stories)
- 《怀抱鲜花的女人》 Ar vaouez gant bleunioù (8 danevell)
- 《师傅越来越幽默》Shifu: Ober a ri pep tra evit c'hoarzhin (9 danevell; unan anezho, Change, a gaver embannet distag e saozneg)
Oberennoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 《会唱歌的墙》 Gellout a ra ar voger kanañ (60 arnoskrid, 1981-2011)
- 《我们的荆轲》 Hor Jing Ke (pezh-c'hoari)
- 《碎语文学》 Prederourieh torret (atersadennoù, e sinaeg nemetken)
- 《用耳朵阅读》 Divskouarn evit lenn (prezegennoù; e sinaeg nemetken)
- 《盛典:诺奖之行》 Lid meur
Enorioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 2005: Priz Kiriyama, levrioù heverk, evitBronnoù Kaer ha Peñsoù Brav
- 2005: Doktor war al lizhiri eus Open University of Hong Kong
- 2006: Priz Fukuoka Sevenadur Azia XVII
- 2009: Priz Newman evit Lennegezh Sina evit Emañ ar Vuhez hag ar Marv o faezhañ ac'hanon
- 2010: Anvet Ezel a enor ar Modern Language Association
- 2011: Priz Mao Dun a lennegezh]], evit, Ran
- 2012: Priz Nobel al lennegezh
Azasadennoù evit ar sinema
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a filma zo bet tennet eus oberennoù Mo Yan :
- Red Sorghum (1987) (renet gant Zhang Yimou)
- Happy Times (2000) (renet gant Zhang Yimou diwar Shifu: You'll Do Anything for a Laugh)
- Nuan (2003) (renet gantHuo Jianqi, diwar White Dog Swing)
- The Sun Has Ears (1995) (renet gant Yim Ho, diwar Grandma Wearing Red Silk
Diwar e benn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- A Subversive Voice in China: The Fictional World of Mo Yan. Shelley W. Chan. (Cambria Press, 2011).
- Chinese Writers on Writing lec'h ma veneger Mo Yan. Ed. Arthur Sze. (Trinity University Press, 2010).