Marcus Annaeus Lucanus
Neuz
Marcus Annaeus Lucanus (39-65) a oa ur barzh latin en amzer an impalaer Neron.
Ganet e oa e Córdoba (Spagn) er bloaz 39. Niz e oa d'ar prederour Seneca an Henañ, a oa kelenner ha kuzulier an impalaer.
Laosket en deus un oberenn brudet : Pharsale.
E 65 e voe dizoloet irienn Caius Calpurnius Piso. Goulennataet e voe, flatrañ a reas e vamm, Acilia. Lakaet e voe d'en em zistrujañ war urzh Neron. Oadet e oa a 30 vloaz pe dost.