Mont d’an endalc’had

Medina

Eus Wikipedia

Medina zo ur gêr vras eus Arabia Saoudat, kêr-benn proviñs Medina, e rannvro Hijaz. Yathrib e oa anv kêr a-raok an Hidjra. Meur a anv arabek zo d'ar gêr: Al-Madīna (المدينة) « ar gêr » ; Al-Madīna al-Munawwara (anv arabek leun: المدينة المنورة, distaget [ælmæˈdiːnæl muˈnɑwːɑrɑ]), an anv ofisiel a dalvez « ar gêr sklêrijennet», Madīnatu an-Nabî (ﻣﺩﯾﻨﺔ ﺍﻟﻨﺒﻲ) « kêr ar profed », pe Madīnatu Rasûl Allah (مدينة رسول الله) « kêr kannad Doue»).

Eno en em stalias Mohammed, profed an Islam, goude an Hidjra, goude ma voe rediet gant Doue, hervez ar C'horan da guitaat Mekka, ur gêr lec'hiet 430 kilometr diouzh Medina. Eno ivez e varvas e 632. Emañ bez Mohammed e Medina, e Al-Masjid an-Nabawi (moskeenn ar profed). Eno ivez emañ bezioù ar c'hentañ kalifed Abou Bakr hag Omar hag abalamour da se ez eo ur gêr sakr evit ar Vuzulmiz. An eil kêr sakr eus an Islam eo war-lerc'h Mekka.

Medina n'eo ket ur bazenn rediet da vezañ graet e-pad an hadj, met un darn eus ar birc'hirined a zeu eus Mekka evit gweladenniñ bez Mohammed hag ar voskeenn.