Meister E. S.
Meister E. S., pe Mestr E. S., ganet war-dro 1420 ha marvet war-dro 1468, eo an anv a reer en alamaneg eus un arzour, orfebour hag engraver alaman dizanv, a laboure war-dro kreiz ar XVvet kantved, pa oa marevezh an arz gotek oc'h echuiñ. Drevezet e voe e zoare ken e voe. E.S. eo al lizherennoù a gaver e 18 eus e oberennoù (doareoù all damheñvel a gaver en oberennoù all). Meister 1466 a veze graet anezhañ kentaou. An engravour gwellañ e oa en Alamagn a-raok Martin Schongauer. Kement enklask a zo bet graet evit gouzout piv e oa zo chomet berr evit poent.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Moarvat e teue eus kreisteiz Alamagn, pe eus Suis.
Kement-se a soñjer abalamour da heñvelderioù gant tud eus ar broioù-se. Eñ eo an hini kentañ a lakaas pennlizherennoù e anv en e oberennoù, pezh a zeuas da vout ur boaz e-touez an engraverien.
Soñjal a reer e oa orfebour a-raok dont da vout engravour. Un arzour all, Israhel van Meckenem, a labouras ivez gantañ, a greder. Ober a reas 11 engravadur evit an Ars moriendi (An Arz da Vervel, pe Skol ar Marv mat), ul levr devosion poblek. Soñjal a reer ivez edo o chom e Konstanz, Bazel, Bodensee hag e norzh Suis tro 1440. Diwezhatoc'h e vije bet e Straßburg (s.o an oberennoù a grouas etre 1540 ha 1468). Soñjal a reer ivez e vije bet levezonet gant labourioù Meister der Spielkarten (Mestr ar c'hartoù c'hoari), re Rogier van der Weyden, re Konrad Witz ha re livourien nederlandat. Oberennoù sinet E. S. a ziskouez e oa oberiant etre 1450 ha 1467, bloavezh e ziwezhañ oberenn sinet. Diwar skridoù er rannyezh alemanek, e berzhioù dibar a-fet ikonografiezh ha stil ha ritenn ar paper a implijas, ha ma vezont keñveriet gant labourioù arzourien all, e c'haller soñjal edo o chom e Rhein uhel er 15vet kantved. Marvet e vije dambrest goude (1466 pe 1467).
Ars Moriendi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Unnek engravadur a reas evit al levr Ars moriendi, anavezet e brezhoneg ivez evel Skol ar marv mat, ul levr devosion brudet. Graet e oant da vezañ lakaet en un dornskrid, ha moulet int bet diwezhatoc'h.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Alan Shestack, Master E. S., Philadelphia Museum of Art, 1967
- Alan Shestack; Fifteenth Century Engravings of Northern Europe, 1967, National Gallery of Art (Catalogue), LOC 67-29080
- A Hyatt Mayor, Prints and People, Metropolitan Museum of Art/Princeton, 1971, nos 118-123.ISBN 0-691-00326-2