Mel
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
- Evit implijoù all, gwelet Mel (disheñvelout).
Ar mel (liester : meloù) a zo un danvezenn c'hwek ha frondus, liv melen pe c'hell dezhi, hag a vez fardet gant meur a seurt gwenan hag un nebeud spesadoù gwesped evit kaout boued evito hag evit magañ o freñvedennoù bihan. P'eo graet gant nektar sunet diwar eztaoladurioù ar bleuñv, ur vammenn a-bouez eo bet evit an Den pa ne ouie ket c'hoazh fardañ sukr diwar ar plant (korz-sukr, beterabez). Gwelet eo bet evel ul louzoù evit pareañ meur a gleñved gant ar vezeien eus an amzerioù koshañ. Pa vez implijet evel magadur an dud e teu ar mel eus ar pezh a vez fardet gant spesad ar gwenan Apis Mellifera. Gwechall-gozh hag e rannvedoù zo hiziv e vez dastumet mel ar gwenan gouez e-lec'h m'o deus graet o annez, e-kreiz kefoù gwez goullo da skouer, met ar wenanerien a oar bodañ taolioù-gwenan en arc'higoù a reer ruskennoù anezho. Ar gwenanerezh (pe ar sevel gwenan), e bal produiñ mel, a zo ur skourr eus ar gounezerezh.
Gerioù deveret
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gerioù gant mel enno
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Reiñ mel d'unan bennak
- Reiñ mel gant al loa-bod
- Ne ra koar na mel
Ar mel er yezhoù keltiek hag er sañskriteg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kembraeg : mêl, gouezeleg hag iwerzhoneg : mil, kerneveureg : mel. E sañskriteg : mádhu
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Janig Bayon, Ar gwenan : "loened an aotrou doue", in Hor Yezh, niv. 180, Genver 1989